Marvailh an ene naonek
Marvailh an ene naonek a zo anv ur pezh-c'hoari gant Tangi Malmanche. Gwelloc'h marteze e vefe skrivañ : anv daou bezh-c'hoari, disheñvel a-walc'h o deiziad, o doare, o danvez hag o c'hentel.
Savet int o-daou en-dro d'an hevelep tem kreiz : ar c'hiz kozh a gont e teu ar re varv d'ober un dro er gêr e nozvezh Ouel an Hollsent hag e vez ret kaout koan prest evito (ha da heul un nec'hamant teolojek a-bouez : hag e c'hell un ene kaout naon hag e walc'hañ). A se ar framm : "pezh-c'hoari e div nozvezh", div nozvezh Ouel an Hollsent daou vloaz diouzh renk. War al leurenn : Yann Vareg, bambocher daonet, hag e vamm, intañvez. Mervel a ra Yann e dibenn an nozvezh kentañ ha sañset eo dont en-dro en eil nozvezh, bloaz war-lerc'h. Sed aze, dre vras, ar pezh zo boutin d'an div oberenn. Feson pep hini bremañ.
Stumm gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet e voe er bloavezh 1900 hag embannet (brezhoneg ha galleg) er gelaouenn L'Hermine. E bezh kentañ e brezhoneg e oa, heuliet a-dost gant Gwreg an toer (na vo embannet nemet e 1942). C'hoariet e voe e Maner ar Rest e Plabenneg (ti-familh ar re Malmanche) da-geñver Gouel an Hollsent 1901, gant Malmanche e-giz Yann Vareg hag e roll e vamm Mari 'r Rouz, an amezegez en doa desket brezhoneg diganti.
Advouladur e 1904 gant embannadurioù Spered ar vro (kelaouenn savet ha moulet gant Malmanche). C'hoariet e galleg e Pariz (Athénée Saint-Germain) e 1905 ha meur a wech goude e Breizh.
Er maladur kentañ-se e weler an Ankou war al leurenn o skrapad Yann gantañ e fin an nozvezh kentañ. Hag en eil nozvezh e teu spes Yann da gestal un tamm boued digant ar vamm. Nac'hañ a ra houmañ da gentañ ha plegañ e fin ar gont gant aon rak holl boanioù an ifern taolennet dre widre gant ar mab. Disoc'hañ a ra ar senenn gant kentel ar pardonañ.
E gwerzennoù libr eo skrivet an destenn vrezhonek : 593 gwerzenn en holl. C'hoariet e vez c'hoazh gwech pe wech gant Strollad ar Vro Bagan (Roazhon, d'ar 15 a viz Meurzh 2016).
An eil stumm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un ugent vloaz bennak diwezatoc'h, Tangi Malmanche, droukkontant a-walc'h eus an degemer roet d'ar pezh e Pariz e 1905, a ziviz adskrivañ un eilstumm c'hallek. Embannet e voe e 1926 gant al Librairie académique Perrin.
Dek vloaz c'hoazh hag e teu Herri Caouissin da c'houlenn digant Malmanche lakaat an eilstumm-mañ e brezhoneg, gant ar soñj e c'hallfe bezañ diskouezet e Bleun-Brug 1939 e Kemper. Da wir ne voe ket c'hoariet, den ne oar mat nag ar penaos nag ar perag. Padal, c'hoariet e voe e 1943 ha skignet gant radio Roazhon-Breizh.
Ha diwar ar poent-se, setu aet diwar wel an eil destenn vrezhonek-se e-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz. Kavet eo bet en-dro, n'eus ket ken pell 'zo, gant Morgan ar Menn ha Herri Caouissin e dielloù hemañ hag embannet evit ar wech kentañ e niverenn 18 ar gelaouenn Aber e 2004.
N'eus ket ken ar wech-mañ eus an istitl "marvailh dramatek". An Ankou ne vez ket gwelet ken. Ha spes Yann Vareg ne zeu ket ken war al leurenn : en e lec'h, ur galeour tec'het kuit diouzh galeoù Brest o klask repu, hag a gred d'ar vamm e vefe e vab da wir. Pep tra dreist-natur a ya diwar wel, ne chom nemet un istor a zrougentent. Gant se n'eus ket anv eus tem ar pardon ken ; hag ar gentel a c'hallfe bezañ : "ar Vretoned a zo douget (betek re ?) da spurmantiñ sinoù ha seblantoù an dreist-natur e-lec'h ma n'eus da welout nemet traoù naturel-razh.
Da lenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An testennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar stumm gentañ (1900) an hini eo a zo bet embannet gant Al Liamm e 1974 en hevelep levrenn ha Gwreg an toer.
- An eil stumm (a vez graet stumm 1939 outi) a zo bet embannet gant Aber embanner (2013) gant ur rakskrid gant Morgan ar Menn ha tresadennoù gant Steven Maze (ISBN 978-2-916845-21-0).
Studiadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An niverenn 18 eus ar gelaouenn Aber en he fezh a oa gouestlet da Tangi Malmanche, gant meur a studiadenn digant Morgan ar Menn.