Ankoù
Neuz
(Adkaset eus Ankou)
An Ankoù a vez graet e brezhoneg eus ar marv, pe gentoc'h eus oberour ar marv, an hini a zegas ar marv d'an dud hag a gaver e meur a gontadenn.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dastumet eo bet ar braz eus ar mojennoù diwar-benn an Ankoù e dibenn an XIXvet kantved gant Anatol ar Braz en e levr Légende de la mort chez les Bretons armoricains.
Hervez ar mojennoù e teu gant e garr (karr an Ankoù, karrigell an Ankoù, karrig an Ankoù) da zastum an Anaon. Pa glev un den wig ha wag karr an Ankoù eo tost dezhañ e dermen, pe da unan kar dezhañ. Hag an hini er gwel a varv e-kerzh ar bloaz.
Arz breizhek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kizellet eo bet an Ankoù en ilizoù Breizh-Izel, evel e Bulad. Div zelwenn zo ivez eus an Ankoù, o-div eus ar XVIIvet kantved:
- unan e mirdi Montroulez,
- unan en iliz Plouilio.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Ankou dimezet, kontadenn gant Dir-na-dor
- Dremm an Ankou. Abeozen.
- An den etre an anken hag an ankoù etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù. Frañsez Kervella. Hor Yezh - Lesneven. 1981
Anvioù roet d'an Ankoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Erwanig Plouilio, anv an delwenn
- Paotr e falc'h
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ankou de Rennes, anv ur c'hleub mell-droad amerikan e Roazhon
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Mojenn an Ankou, Anatol ar Braz, Mouladurioù Hor Yezh, 1986;
- (fr) La Légende de la mort, Anatole Le Braz;
- (fr) L'encyclopédie du merveilleux, T3 : Des peuples de l'ombre, Edouard Brasey, Le Pré aux Clercs, 2006.
- (fr) Sur les chemins de l'Ankou", croyances et légendes de la mort en Bretagne, Yoran embanner, 2012
- (fr) Voyage dans l'au-delà : les bretons et la mort, Bernard Rio, Ouest-France, 2013.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |