Molan
Molan | ||
---|---|---|
An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Moëlan-sur-Mer | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pont-Aven (betek 2015) Molan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29150 | |
Kod post | 29350 | |
Maer Amzer gefridi | Marcel Le Pennec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 748 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 143 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 67 m | |
Gorread | 47,35 km² | |
kemmañ ![]() |
Molan a zo ur gumun eus Bro-Gerne, penn kanton abaoe 2015, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War aod ar Meurvor Atlantel emañ Molan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 10 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- Al label a live 2 a zo bet roet d'ar gumun d'an 20 a viz Kerzu 2013.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E dibenn ar bloavezhioù 1980 e savas ar maer a-enep da grouidigezh ur skol Diwan.
- E distro-skol 2022 e oa 53 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (12,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Bugaligoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Al Liezdegemer-kêr Océane a zo gant un tañva d'ar yezh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Jean-Marie La Marre, person, Thomas-Marie Divalan ha Luc Le Postec, kureed, Étienne Perrot ha Joseph-René Le Breton, beleion da sikour kofes[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 173 gwaz ag ar gumun, d.le. 2,61% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
Eil brezel bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 17 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-65-BO (marilhet 42-29663 ha kodet WF-H, 305vet Bomb Group, 364vet Squadron) eus aerlu ar Stadoù-Unanet e Molan gant unnek milour en e vourzh; tapet e voe c'hwec'h anezhe gant an Alamaned, unan all a zeuas a-benn da achap, unan all a voe lazhet hag unan all ne voe ket adkavet[5].
- E miz Gouhere 1944 e oa bet fuzuilhet izili ag ar Rezistañs hag ur c'harrnijer breizhveuriat gant an Alamaned e Kerfani, unan d'an 20, ar re all d'an 29, 30 hag 31 a viz Gouere; jahinet e oant bet a-raok en toull-bac'h e Kemperle; tri anezhe a oa eus Molan[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Meur a savadur neolitek.
- Iliz katolik Sant Melani, 1876-1878.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[7][8]. Dioueliet e voe d’ar 24 a viz Eost 1921[9].
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 |
Hollad | 1 |
Karrnijour e oa. Mervel a reas e miz Ebrel 1943, e-pad an Eil Brezel Bed[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1877 : Loeiz Gourlet, barzh, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1909 : Léon Le Calvez, reder war varc'h-houarn.
- 1919 : Louis Orvoën, bet maer ar gumun etre 1959 ha 1983, depute (MRP) etre 1946 ha 1968, neuze senedour (1971-1980), prezidant Kuzul meur an departamant etre 1978 ha 1988 ; marvet e Molan e 1994.
- 1920 : Émile Danoën, skrivagner gallek, ganet e Kersaoz.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Lindensfeld | 1968 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ "Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Commonwealth War Graves Commission