Eienenn

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Bemdez war-dro 1 150 000 m3 dour a red eus Big Spring er Missouri d'ur feur a 13.3 m3/s.
Un eienenn e Mackinac Island, war al Lenn Huron er Stadoù Unanet.
Un eienenn voull, hini ar Buèges.
Henryk Siemiradzki, E-kichen an andon.

Un eienenn pe ur vammenn, pe un andon, zo ul lec'h ma teu dour eus an akwifer er-maez eus an douar (pedosferenn). Un elfenn eus an hidrosferenn eo. A-bouez eo bet ar mammennoù e-pad pell evit an dud da bourchas dour dous, er broioù krin dreist-oll ma vez dister a-walc'h ar glaveier. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.

Ar mammennoù a vez krouet dindan levezon nerzhioù naturel disheñvel, e-giz ar graviter hag ar gwask hidrostatek. Ar c'hementad dour a daolont a ya eus tost mann ebet betek ouzhpenn 14 000 l/s evit an andonioù brasañ[1].

Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a ra o dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er relijion bagan e veze enoret an eien, hag hervez mojennoù Hellaz kozh e vezont poblet a nimfenned.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet an ergerzherien, evel Richard Francis Burton, a glaskas war-lerc'h eienenn an Nil.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant dodenn an eien, hag ar c'hlask anezho, eo bet awenet ar skrivagnerien, evel Marcel Pagnol, gant e romant L'Eau des collines.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Te Waikoropupū Springs. New Zealand Department of Conservation.