Stêranvadurezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar stêranvadurezh eo ar skiant a bled gant studi anvioù ar stêrioù hag an dourredennoù dre vras. Klasket e vez an anvioù e-keñver ar gerdarzh (orin ar ger, pe etimologiezh). Ur studi a bouez eo evit an douriawourien o deus ezhomm anavezout anvioù ar stêrioù a vez studiet ganto.

Yezhoù orin an anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anvioù stêrioù koulz ar re a gaver liammet gant an torosennadur (anvioù an uhelennoù hag ar menezioù, dreist-holl) a vez miret e-pad kantvedoù pe milvedoù alies. Alies-tre e chom ar penngef en ur yezh kozh hag aet da get dindan gwiskamant ur yezh all hag en deus aloubet an tiriadoù ma red ar stêr drezo. Koulskoude e vez diaes-tre bezañ sur ma kaver un anv ha ne vefe ket e yezh orin koshoc'h c'hoazh eget ar yezh lakaet evel e hini gant an arbennigourien.

Anvioù stêrioù e yezhoù indezeuropek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • yezhoù iberek
  • yezhoù germanek
  • yezhoù keltiek
  • yezhoù latin
  • yezhoù ligurek


Sell ivez ouzh stêranvadurezh Breizh