Barr
Ur ger gant meur a ster eo barr hag a c’hell bezañ implijet evit pep seurt traou fetiș ha difetis. Liester barroù.
Dre vras e c’hell barr bezañ perzh un dra kaset en e stad uhelañ pe greñvañ (anv-gwan) pe, dre luniañ, bezañ ar momed m'eo eus an uhelañ e stad (anv-kadarn).
Anv-gwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]=== Un dra a c'hell bezañ barr p'emañ el live uhelañ pe dizhet e live uhelañ ganti pe bezañ leun e endalc'h === Un den a c'hell bezañ barr (kevatal da war ar barr)
Anv-kadarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War un toullad a dachennoù disheñvel e kaver an anv-kadarn barr a dalvez evit pep tra fetis pe difetis a zo pe a ya d'al live uhel. A-wezhioù e teu an anv diwar ar c'hevata gant ar brank, barr dour beniget, da skouer.
Skouerioù : == brank pe skourrig (gwez, brousgwez) == poent uhelañ un uhelenn pe ur savadur == barr ar brud == e skiantoù e vez implijet barr pe barrad evit pep darvoud ma vez diskouezet ur stad kreñv e-keñver ar stad boutin : barr paz, barr glisemiezh, barr arnev, barr reverzhi,
Met e kaver ivez gerioù hep meizad an uhelded :
== kan dour
== karter (e Sant-Servez-Kallag, hervez Devri)
== termen gwirel
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- beteg ar barr
- bezañ barr"
- bezañ barr en tu all d'ub
- diwar blaen ha barr
- diwar varr
- en e varr
- kargañ barr
- lakaat barr
- lakaat war ar barr
- teurel barr war (pe ouzh) udb.
- ur barr + derez keverata
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- barr-arnev
- barr-avel
- barr-hañv
- barr-heol
- barr-iliav pe barr-ilioù
- barr-leun
- barrad
- barr-korbell
- barr-livañ
- barr-Mae
- barr-meskañ
- barr-reverzhi
- barr-skubañ, barr-skuberez
- barr-ti
- barrañ
- leun-barr (anv-gwan), barrek
- barregezh, barrek
- barrenn, (liester barrinier)
- barrennañ
- barreoler
- c'hoari barr
- douar-barr
- tarzh barr