Morzhol (askorn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar morzhol eo an hini kentañ eus an tri askornig a zo er skouarn grenn hag o deus ur roll e kas hag amplaat ar son.

Koublet eo ouzh an annev ha stag ouzh an daboulin. An askornig hirañ eus an tri eo ar morzhol hag e skouarn mab-den eo well-wazh 8 mm a hirder hag etre 22 ha 29 mg a bouez.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar penn : ront, e lodennoù diabarzh hag adreñv zo koublet ouzh an annev.
  • Ar gouzoug
  • Ar baleg kostezel
  • Ar baleg araok pe baleg hir : ar soc'h en e benn, liammet-mat ouzh an daboulin.