Bruched

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brusk)
Bruched
class of anatomical entity, solitary organism subdivision type
Iskevrennad eussubdivision of trunk proper, particular anatomical entity Kemmañ
Staget ouzhKof, Skoaz, Gouzoug Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC12799 Kemmañ

Ar bruched, pe ar brusk, eo lodenn uhelañ ar c'horf, etre ar gouzoug hag ar c'hof, gant an dud ha gant loened zo.

Lec'hiadur ar bruched

En-dro d'ar bruched[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En-dro d'ar bruched emañ an divskoaz, ar c'hostezennoù, (ar c'hostezioù ivez a-wechoù), hag ar c'hein.

War ar bruched[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar bruched e weler ar bronnoù, pe an divvronn, a c'hall bezañ goloet a vlev, met kentoc'h gant ar wazed.

A-wechoù, en un doare elevezek, e lavarer bruched e-lec'h bronnoù pa gomzer eus ur vaouez.

E-barzh ar bruched[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kest ar bruched, pe kest ar brusk, eo anv ar framm eskern graet gant ar c'hostezennoù.

Organoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bruched emañ:

  • Ar gwazhied, re ar galon hag ar skevent, zo ivez.

Kigennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pectoralis major
Pectoralis minor



Loened all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant al loened pevarzroadek e vez tost ar bronnoù ouzh ar pavioù a-dreñv, ha gant-se n'emaint ket ouzh ar bruched.

Tres ur gelienenn, a weler mat an toraks anezhi, hag an abdomen izeloc'h.

Gant loened evel an amprevaned, a zo o eskern e-maez o c'horf, e vo komzet eus toraks kenkoulz hag eus bruched.