Meiteieg
Neuz
(Adkaset eus Manipoureg)
Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù meiteiek eo ar meiteieg (meitei, meithei, kathe pe ponna) komzet gant tro-dro da 1.240.000 den e Manipur, Assam, Kankan, Nagaland, Tripura, Uttar Pradesh ha Kornôg Bengal en India (1997) hag ivez gant 92.800 den e Bangladech (1982) hag gant 6.000 den all e Myanmar (1931). Yezh pennañ Manipour e biz India eo, e-lec'h m'emañ yezh ofisieldindan an anv manipoureg.
Teir rannyezh ez eus:
- Meiteieg (meitei)
- Loieg (loi)
- Pangaleg (pangal)
Skrivet e veze gant ur doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur mitei-mayekek betek an 18vet kantved ha graet e vez strivoù evit adimplijout ar skritur-se doaust ha m'eo bet tapet e blas gant hini ar banglaeg.