Omsk

Eus Wikipedia
C'hoariva Omsk

Omsk (Омск e rusianeg) zo ur gêr vras e Rusia, e mervent Siberia. Poblet eo gant 1 129 281 a dud ha, gant se, ez eo an eil kêr vrasañ e Siberia, goude Novosibirsk, hag ar seizhvet kêr vrasañ e Rusia.

Emañ Omsk war-hed 2 700 km er reter da Voskov ha kêr-benn Oblast Omsk eo ivez. Emañ e kember ar stêrioù Irtych hag Om hag un arsav eo war al linenn hent-houarn a-dreuz Siberia.

Da vare Impalaeriezh Rusia e oa en Omsk sez gouarnour Kornôg Siberia. E-pad ur pennad berr, e 1918-1919, e voe kêr-benn Arme Gwenn Rusia a stourme a-enep ar volcheviked. Kêr-benn kozaked Siberia eo ivez, ha sez eskopti Omsk ha Tara.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.