Mor Barents
Neuz
Mor Barents (Barentshavet e norvegeg; Баренцево море, Barentsevo More, e rusianeg) a zo ul lodenn eus Meurvor Arktika. En em ledañ a ra en hanternoz da Norvegia ha da gornôg Rusia. Anvet eo bet evel-se en enor d'ar moraer izelvroat "Willem Barents" (pe "Barentsz").
Er c'hornôg da Vor Barents emañ Mor Norvegia hag er reter emañ Mor Kara, en tu all da enez Novaya Zemlya. Gant levezon ar Gulf Stream n'eo ket ken yen dour Mor Barents ha ma c'hallfed gortoz en ur mor ken pell en hanternoz, ha stank eo ar pesked ennañ, dreist-holl ar moru, ha niverus ar besketaerien da-heul. Mourmansk eo ar porzh brasañ war aodoù Mor Barents, hag implijet e vez da borzh-brezel gant morlu Rusia.