Cyprien Ntaryamira

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Cyprien Ntaryamira (6 a viz Meurzh 1955 - 6 a viz Ebrel 1994) a oa ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro e 1994.

Kregiñ a reas gant e studioù e Bujumbura met, goude c'hwitadenn emsavadeg an Hutued e 1972, e voe ret dezhañ tec'hel kuit diouzh e vro ha kavout repu e Rwanda. Goude bezañ tapet un diplom war al labourerezh-douar e skol-veur Butare e 1982 e tistroas da Vurundi. E 1986 e kemeras perzh e krouidigezh ar strollad politikel FRODEBU (Front pour la Démocratie au Burundi) hag a voe trec'h e dilennadeg demokratel kentañ ar vro e 1993. Ntaryamira a voe anvet da vinistr al labourerezh-douar gant ar prezidant nevez Melchior Ndadaye. Goude lazhadenn hemañ gant soudarded e miz Here 1993 en em gavas Sylvie Kinigi e penn ar Stad. E miz Genver 1994 e tivizas ar Parlamant envel Ntaryamira da brezidant. Kregiñ a reas gant e garg d'ar 5 a viz C'hwevrer 1994.

Ne chomas nemet daou viz er garg-se kar d'ar 6 a viz Ebrel 1994 e voe taget karr-nij Juvénal Habyarimana, prezidant Rwanda, ma oa ivez Ntaryamira. An daou brezidant a voe lazhet hag an darvoud-se a voe kaoz eus ar gouennlazh a c'hoarvezas e Rwanda.