Mont d’an endalc’had

Bujumbura

Eus Wikipedia
Bujumbura, gant al lenn Tanganyika er pelloù

Bujumbura eo kêr-benn Burundi. Emañ war ribl al lenn Tanganyika, hag e dibenn an XXvet kantved e oa enni war-dro 300 000 a annezidi[1].

E 1889, Usumbura ne oa nemet ur gêriadenn vihan pa oa deuet soudarded alaman d’en em staliañ enni. Goude ar Brezel-bed kentañ e teuas da vezañ pennlec’h melestradurel Ruanda-Urundi, lakaet dindan gwarez Belgia gant Kevre ar Broadoù. Pa zeuas Burundi da vezañ dizalc’h e 1962 e voe lakaet da gêr-benn ar stad nevez, gant an anv Bujumbura.

  1. E 2008 e oa 497 166 annezad enni

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.