Melchior Ndadaye

Eus Wikipedia
Melchior Ndadaye (1993)

Melchior Ndadaye (28 a viz Meurzh 1953 - 21 a viz Here 1993) a oa ur politikour Hutu eus Burundi, bet prezidant ar vro e 1993.

Kemer a reas perzh Ndadaye e krouidigezh ar strollad politikel FRODEBU (Front pour la Démocratie au Burundi) e 1986. Gounit a reas an dilennadeg demokratel kentañ aozet d'ar 1añ a viz Even 1993. Daoust m'eo an Hutued a ya d'ober muiañniver poblañs Burundi e veze renet ar vro gant an Tutsied betek-hen. Ndadaye a anvas Sylvie Kinigi, un Tutsi, da Vinistrez kentañ.

Melchior Ndadaye a voe lazhet e-pad un taol-Stad aozet gant an arme d'an 21 a viz Here 1993. Kaoz e voe an darvoud-se eus ur brezel diabarzh spontus etre Tutsied ha Hutued hag a varvas ennañ etre 50 000 ha 200 000 den.