Mont d’an endalc’had

Pierre Buyoya

Eus Wikipedia

Pierre Buyoya (ganet d'ar 24 a viz Du 1949) zo ur soudard hag ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro div wech (1987-1993 ha 1996-2003).

Distroadañ a reas Jean-Baptiste Bagaza e miz Gwengolo 1987, staliañ an Trede Republik hag en em lakaat da brezidant d'an 9 a viz Gwengolo. Disklêriañ a reas klask gwellaat an darempredoù etre an Tutsied hag an Hutued met dre ma rene ur strollad ennañ Tutsied dreist-holl ec'h emsavas an Hutued e miz Eost 1988, ar pezh a voe kaoz eus marv 20 000 den. Diwar-se e voe savet ur Vonreizh nevez e 1992 hag a embanne ne vefe ket etnek gouarnamant Burundi. D'ar 1añ a viz Even 1993 e voe aozet an dilennadeg demokratel kentañ, gounezet gant Melchior Ndadaye, un Hutu eus ar strollad politikel FRODEBU (Front pour la Démocratie au Burundi).

Ar brezel diabarzh, kaoz eus marv 200 000 den, a darzhas e miz Here 1993 goude ma voe lazhet Ndadaye e-korf un taol-Stad. D'ar 25 a viz Gouere 1996 ec'h aozas Buyoya un taol-Stad gant sikour an arme ha distroadañ ar prezidant Sylvestre Ntibantunganya. Distanañ a reas ar brezel, hep terriñ da vat. Ar gumuniezh etrebroadel a zisklêrias kastizoù ekonomikel ouzh Burundi en abeg d'an taol-Stad-se, betek ma voe savet ur gouarnamant liesetnek gant un Hutu, Domitien Ndayizeye, da vesprezidant ar vro.

D'an 30 a viz Ebrel 2003 e roas Buyoya ar galloud da Ndayizeye.

  • Pennad e Libération, 06/03/1998 : [1]