Kigali

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Kreiz kêr Kigali

Kigali eo kêr-benn Rwanda ha kreizenn armerzhel ha melestradurel ar vro. Unan eus pemp proviñs ar vro eo. Sez ar prezidantelezh hag al lodenn vrasañ eus ar ministrerezhioù eo. 1 500 m uhelder he deus, savet war torgennoù.

Savet e voe kêr Gigali e 1907, gant Richard Kandt, en amzer ma oa Rwanda un drevadenn alaman, met ne vo lakaet da gêr-benn nemet pa zeuas ar vro da vezañ dizalc’h e 1962. Goude gouennlazh 1994 e voe adsavet ar gêr ha kresket he deus kalz abaoe. War-dro 1 milion a dud zo o chom enni bremañ (851 000 e 2005). Sachañ a ra muioc'h-muiañ a welladennerien etrebroadel dre an touristelezh, ar c'hendalc'hioù hag an diskouezadegoù.

Palez ar c'hendalc'hioù

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Kigali gant :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]