Aasmund Olavsson Vinje
Aasmund Olavsson Vinje (6 a viz Ebrel 1818 – 30 a viz Gouere 1870) a oa ur barzh hag ur c’hazetenner eus Norvegia. Bez’ e voe, asambles gant ar yezhoniour Ivar Aasen, unan eus an dud kentañ o skrivañ e landsmål, a zeuas da vezañ an nynorsk, unan eus an div yezh skrivet ofisiel e Norvegia.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Aasmund Olavsson Vinje en ur familh paour a-walc’h e Vinje, e kontelezh Telemark. Goude bezañ bet mestr-skol ez eas d’ar skol-veur da g-Christiana da studiañ ar gwir. Neuze e reas anaoudegezh gant tud evel Henrik Ibsen ha Bjørnstjerne Bjørnson. Labourat a reas evel kazetenner evit an Drammens Tidende. Sevel a reas ar gelaouenn Dølen e 1858, ma embanne eñvorennoù beajoù ha pennadoù diwar-benn an arz, ar yezh, ar politikerezh. Paouez a reas Dølenda zont er-maez e 1870.
Tremen a reas an dibenn eus e vuhez war ar maez ha mervel a reas gant ur c'hrign-bev e 1870. Beziet e voe e Gran e kontelezh Oppland.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e skridoù e Dølen, hag en e skridoù all, e veze roet kalz a bouez gant Vinje d’an diforc'hioù etre ar vuhez er c'hêrioù bras hag ar vuhez war ar maez. Unan eus pennañ skrivagnerien romantel Norvegia e voe Vinje. War an dachenn bolitikel e voe oberiant ivez. Skarzhet e voe eus e garg a alvokad, abalamour m’en doa kavet abeg e politikerezh estren ar gouarnamant.
Lod eus barzhonegoù Vinje zo anavezet hiziv an deiz c'hoazh, evel da skouer ar varzhoneg Ved Rundarne, zo bet lakaet sonerezh warni gant Edvard Grieg.
Un nebeud skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Ballade om Kongen og Kongehuset (1853)
- Ferdaminni fraa Sumaren 1860 (1861)
- A Norseman's View of Britain and the British, e saozneg (1863)
- Diktsamling (1864)
- Storegut (1866)
- Blandkorn (1867)
- Dølen i eiget Hus atter (1868)
- Um vaart nationale Stræv (1869)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levrioù gant Vinje e Levraoueg Vroadel Norvegia