Mont d’an endalc’had

Ivar Aasen

Eus Wikipedia
Ivar Aasen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhNorvegia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIvar Andreas Aasen Kemmañ
Anv-bihanIvar Kemmañ
Anv-familhAasen Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Eos 1813 Kemmañ
Lec'h ganedigezhØrsta Kemmañ
Deiziad ar marv23 Gwe 1896 Kemmañ
Lec'h ar marvChristiania Kemmañ
Lec'h douaridigezhVår Frelsers gravlund Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnorvegeg Kemmañ
Lec'h annezMøre og Romsdal Kemmañ
Relijion pe kredennkristeniezh Kemmañ
Ezel eusRoyal Norwegian Society of Sciences and Letters Kemmañ

Ivar Aasen (distaget ivar osn) a oa ur yezhoniour hag ur skrivagner eus Norvegia. Ganet e oa bet d’ar 5 a viz Eost 1813 ha marvet e oa d’an 23 a viz Gwengolo 1896 en Oslo.

Mab da labourerien-douar e oa Ivar Aasen met abred e voe troet gant ar studi. Pa oa yaouank e teskas e-unan meur a yezh (en o zouez al latin hag an alamaneg) ha sevel a reas ur studiadenn eus rannyezh e gorn-bro, Sunnmøre, e kornaoueg Norvegia. Tapout a reas ur yalc’had evit dastum kanaouennoù pobl. Mont ha dont a rae dre ar vro evit studiañ ar yezh evel ma veze kaozeet war ar maez. Evitañ e oa eno e oa ar gwir yezh norvegek.

En amzer-se e oa stag Norvegia ouzh rouantelezh Danmark. An daneg e oa ar yezh ofisiel hag ur yezh gwall levezonet gant an daneg a veze komzet gant an uhelidi hag er c’hêrioù. Pal Ivar Aasen a oa dastum pinvidigezh ar rannyezhoù evit sevel diwar se ur yezh lennek a gemerfe e buhez ar vro plas an doare norvegeg-se levezonet gant an daneg. E bal a oa ivez adstagañ gant chadenn ar yezh skrivet gwechall, a oa bet torret gant ar Vosenn, er XIVvet kantved.

E-pad meur a vloaz e tastumas gerioù ar yezh komzet evel-se, dreist-holl e rannvroioù ar c'hornaoueg hag er rannyezhoù dibarañ. Yezh ar c’hêrioù ne oa ket dedennet ganti, rak evitañ e oa re levezonet gant an daneg. E 1848 e voe embannet ul levr yezhadur gant Aasen, Det norske Folkesprogs Grammatikk. Daou vloaz war-lerc’h e teuas er-maez e c’heriadur kentañ, Ordbog over det norske Folkesprog, ennañ tremen 25 000 ger. E 1849 e kinnigas Aasen e destenn gentañ er yezh skrivet nevez-savet gantañ hag e 1853 e voe embannet al levr a ginnige ar yezh skrivet-se, badezet gantañ landsmål. Deuet eo ar yezh-se, kemmet tamm-ha-tamm gant Aasen e-unan ha war e lerc’h, da vezañ hiziv an Nynorsk, unan eus an div yezh ofisiel a zo e Norvegia (an hini all eo ar Bokmål, a zo diskennet eus an doare daneg norvegek komzet e Norvegia da vare Aasen).

Er bloavezhioù goude e voe embannet meur a levr all gant Aasen (ur yezhadur, Norsk grammatik, e 1864 hag ur geriadur, Norsk Ordbog med dansk Forklaring, e 1873) hag en em lakaat a reas ivez da sevel barzhonegoù ha pezhioù-c’hoari e landsmål. A-hed ar bloavezhioù-se e reseve Aasen yalc’hadoù digant ar Storting, Parlamant Norvegia, dedennet gant e labour. Derc’hel a reas da studiañ ha da skrivañ betek dibenn e vuhez. Mervel a reas e Christinia (Oslo) d’an 23 a viz Gwengolo 1896 ha lidet e voe e obidoù war an ton bras. Gant Ivar Aasen¨ez eus bet savet, koulz lavaret, ur yezh a zo bet degemeret gant miliadoù a dud e Norvegia hag a zo hiziv yezh ul lodenn eus skolioù ar vro.

Ivar Aasen.
Ivar Aasen.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.