Émile de Kératry

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Émile de Kératry

Ar c'hont Émile Marie Hilarion de Kératry, bet ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1832 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Ebrel 1904 er memes kêr, a oa ur milour hag ur politikour gall.

Mab-bihan e oa da Julien Jean François de Kératry (1700-1779) a oa bet prezidant an Noblañs e Breujoù Breizh adalek 1766 betek 1774.

Goude bezañ kaset e studi da benn el liseoù Saint-Louis ha Louis-le-Grand e Pariz ec'h en em engouestlas en arme c'hall. Kemer a reas perzh e Brezel Krimea hag en Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko evel ofiser a-raok reiñ e zilez e miz Genver 1865.

Evel e dad — Auguste Hilarion de Kératry (1769-1859) — araokañ, dilennet e voe Kératry da gannad Penn-ar-Bed d'ar 24 a viz Mae 1869, ur garg hag a zalc'has betek ar 4 a viz Gwengolo 1870. D'an deiziad-mañ eo e voe embannet an Trede Republik c'hall gant Léon Gambetta goude m'en devoe kodianet Napoleon III e Sedan (Ardennes) d'an 2 a viz Gwengolo. Oberiant-mat e voe e-pad darvoudoù deroù miz Gwengolo hag anvet da brefed-polis Pariz.

Anvet da jeneral rannarme gant Léon Gambetta d'an 22 a viz Here 1870 e kemeras penn Arme Breizh ha Kamp Koñli e-lec'h ma voe bodet an holl soudarded o tont eus Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilun, Liger-Izelañ, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed da stourm ouzh an alouberien brusian. Ne badas ket gwall bell e gargoù dre ma roas e zilez d'ar 27 a viz Du, aet skuizh gant ar skoilhoù a bep seurt bet lakaet war e hent gant dileurierezh ar gouarnamant gall staliet e Teurgn (Indre-et-Loire). Erlec'hiet e voe gant ar jeneral Henri Delacoux de Marivault-Emeriau.

D'ar 15 a viz Du 1871 e voe anvet da brefed Bouches-du-Rhône, ur garg hag a voe ret dezhañ dilezel d'an 8 a viz Eost 1872.

Al levrioù bet skrivet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1867 : L'élévation et la chute de l'empereur Maximilien : intervention française au Mexique, 1861-1867,
  • 1867 : Les ruines de Pompéï,
  • 1868 : La contre-guérilla française au Mexique : Souvenirs des terres chaudes,
  • 1868 : La créance Jecker, les indemnités françaises et les emprunts mexicains,
  • 1872 : Le Dernier des Napoléon,
  • 1872 : Le 4 septembre et le gouvernement de la Défense nationale, déposition devant la commission d'enquête de l'Assemblée nationale, mission diplomatique à Madrid 1870,
  • 1873 : Armée de Bretagne, 1870-1871 : dépositions devant les commissions d'enquête de l'Assemblée nationale, avec carte à l'appui, rapport de la commission d'enquête,
  • 1878 : Bas-fonds et Sommets : Clichés de la vie réelle,
  • 1878 : Mourad V. Prince, Sultan, Prisonnier d'état (1840-1878) d'après des témoins de sa vie,
  • 1887 : À travers le passé : souvenirs militaires,
  • 1898 : Petits mémoires.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]