Arme Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Arme Breizh a oa un arme soudarded a-youl-vat savet e 1870 goude diskaret an Eil Impalaeriezh c'hall, renet gant ar jeneraled Kératry, Le Bouédec, ha de Marivault.

Enni e oa soudarded eus pemp departamant Breizh, bodet e kamp Conlie. Armet-fall, gwisket-fall ha maget-fall e oant eno. Evel an armeoù gall all e voent faezhet en Emgann ar Mañs e miz Genver 1871.