Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko, pe Segunda Intervención Francesa en México e spagnoleg, eo anv an droiad-vrezel graet gant an arme c'hall e Mec'hiko etre 1861 ha 1867, ma oa kaoz da sevel er vro ur gouarnamant tomm ouzh Bro-C'hall. Lakaet e voe ar priñs Masimilian Habsburg da Impalaer Mec'hiko. Tapet e voe gant soudarded Mec'hiko o stourm ouzh ar C'hallaoued ha fuzuilhet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a reas goude embannet gant Benito Juárez, penn gouarnamant Mec'hiko, e oa ampellet pae an dle diavaez en 1861. Emglev Londrez eo a voe respont Bro-C'hall, Breizh-Veur, ha Spagn, a embannas neuze e kasfent armeoù da Vec'hiko. Degouezhout a reas armeoù e porzh Veracruz en 1862 hag int da varc'hata gant ar gouarnamant. Renerien ar gannaded breizhveuriat ha spahnol a zistroas d'ar gêr, ar C'hallaoued a gemennas e oant o vont da aloubiñ ar vro. Trec'het e voent en emgann Puebla avat, d'ar 5 a viz Mae 1862, met kerzhout a rejont war-du kêr Mec'hiko a voe kemeret gante d'an 10 a viz Mezheven 1863. Diwar neuze e krogas gouarnamant ar Republik da vonedonea dre ar vro, tra ma chome ar C'hallaoued er gêr-benn. Adal 1866 avat e krogas an arme c'hall d'en em dennañ abalamour ma c'hourdrouze Prusia disklêriañ ar brezel da Vro-C'hall ha ma oa bet koll tud ar c'hreisteiz e Brezel diabarzh SUA en 1865.


Un toullad bloavezhioù a-raok e oa bet un dornad mirourien vec'hikan, o chom en Europa, o klask harp da sevel ur galloud unpennek e Mec'hiko adarre. Goude klask ha nac'het o c'hinnigoù meur a wech setu ma voe asantet en 1863 gant Masimilian Habsburg hag e bried Charlotte Belgia resev kurunenn an impalaeriezh nevez a vije harpet gant an arme c'hall a oa dija war zouar Mec'hiko, hag a vije kresket gant kompagnunezhioù aostrian-hungariat ha belgiat. En 1863 eta ez eas Masimilian ha Charlotte da Vec'hiko, ma voent kurunennet, hag er galloud e chomjont betek 1867, pa voe prizoniet Masimilian gant ar Republikaned ha fuzuilhet en Santiago de Querétaro.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]