Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brezel diabarzh SUA)

Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a wechoù "the War of Northern Aggression" pe "second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, hag a empleg Stadoù-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, hag ar "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis hag a gevrede unnek Stad eus ar su (Su ar Stadoù-Unanet) hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.

An unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret ar sez gant Lincoln.

Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, an niver uhelañ uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (The Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh 1860 mare dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika, ar Republikaned, gant e-penn Abraham Lincoln, o devoa lakaet anat war-raok e oa ret lammañ ar sklavelezh en holl tiriadoù eus ar vro. E su Stadoù Unanet Amerika e oa gwelet kement-mañ evel un doare da dagañ gwirioù bonreizhel o stadoù. Ar strollad republikan kreñvoc'h e norzh ar vro, a zeuas a-benn da dapout muioc'h a vouezhioù hag a gannaded pezh a lakaas Lincoln da vezañ dilennet evel ar c'hentañ prezidant Republikan d'ar vro. Siwazh a-raok ma vefe bet-tu dezhañ da vezañ degemeret evel prezidant, 7 stad eus ar Su gant ekonomiezhoù diazezet war kenwerzh ar c'hotoñs a savas ar C'hengevread.

Kroget e oa ar stourm d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa oa bet kanoliet Fort Sumter gant an nerzhioù lu kengevreet. War tachenn kornôg ar brezel an Unaniezh a yae war-raok dizehan. War tachenn reter ar brezel, an emgannoù a oa hep trec'h anat a-bep tu e 1861–1862. E miz Gwengolo 1862, Lincoln a embanne an Emancipation Proclamation, a lakae fin ar sklavelezh evel unan eus pennaennoù ar brezel. Er c'hornôg, e-pad hañv 1862 an Unaniezh a zistruje ar Morlu Kengevreet stêr, ouzhpenn darn an nerzhioù lu douar, ha lakaet seziz war New Orleans. An trec'h gant an Unaniezh e-pad Seziz Vicksburg e 1863 en devoa rannet e div lodenn ar C'hengevread er stêr Mississippi. E 1863, tagadenn an Norzh gant Robert E. Lee a oa bet trec'het e-pad Emgann Gettysburg. An trec'hioù er C'hornôg gant Ulysses S. Grant a lakaas anezhañ evel penn an holl luioù eus an Unaniezh e 1864. Ur seziz strizh a voe lakaet da dalvezout war ar C'hengevread, strategiezh an douar devet a voe lakaet da dalvezout ivez. An tagadennoù a-bep tu gant an Unaniezh a lakaas Atlanta da gouezhañ e-tal William T. Sherman e-pad ar March to the sea.

An emgannoù bras ziwezhañ a voe e-pad Seziz Petersburg. Lee a glaskas tec'hout met rediet e voe da godianañ en Appomattox Court House, d'an 9 a viz Ebrel 1865. Echuet e oa lodenn vilourel ar brezel, rediet e voe adsevel un unaniezh eus ar vroad ar pezh a gemero 12 vloaz c'hoazh. Ar mare-se a vez graet Reconstruction Era anezhi.

Red an darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lincoln ha jeneraled an Norzh, goude emgann Antietam, e 1862
Emgann Spotsylvania, 1864
Stad an traoù e 1864. E glas: Stadoù an Unvaniezh. E glas sklaer: Stadoù an Unvaniezh ma veze aotreet ar sklavelezh. E roz, ar Stadoù kengevredet. E gwenn an tiriadoù ne oant ket Stadoù c'hoazh. Al lod brasañ anezho a oa dindan dalc'h an Unvaniezh
To the End (Brezhoneg: Betek penn) ur sell gant Gilbert William Gaul war brezel diabarzh Amerika
Abraham Lincoln

Tud dibar an Unvaniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dibar ar C'hengevread[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nerzhioù lu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Union Army[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re c'hlas, dre liv o unwisk soudard. Union Army a oa anv hollek nerzhioù lu an Norzh war zouar. Skourr ar morlu a oa an Union Navy.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re griz, dre liv o unwisk soudard. Lu Stadoù Kengevreet Amerika (Confederate States Army) a oa hollad nerzhioù lu ar Stadoù Kengevreet. Ar morlu a oa graet Confederate States Navy anezhi.

Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ur brezel o welet an armoù neveshaet ha reoù nevez o tont etrezek an tachennoù emgann.

Adsevel istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-leizh a adsevel istorel a vez er Stadoù-Unanet gant tem brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Adsavet e vez emgannoù pennañ ar brezel. E su ar Stadoù-Unanet ez eo kreñv-tre an adsevel istorel dre al liamm karantezus a vez bev birvidik c'hoazh hiziv-an-deiz evit an ez- Stadoù Kengevreet Amerika.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bandennoù-treset[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozadurioù digorvo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod arzourien a zo arbenikaet war ar brezel-se:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.