Mont d’an endalc’had

Eil emgann Bull Run

Eus Wikipedia
Al Louisiana Brigade o stourm e-pad an emgann

Eil emgann Bull Run (saozneg : Second Battle of Bull Run, Battle of Second Manassas) a voe stourmet etre an 28 hag an 30 a viz Eost 1862 e Prince William County, Virginia.
Unan eus emgannoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e voe. Bez' e voe emgann diwezhañ an Northern Virginia Campaign stourmet gant ar jeneral kengevreet Robert E. Lee hag e Army of Northern Virginia enebet ouzh ar major jeneral en Unaniezh John Pope hag e Army of Virginia. Kalz brasoc'h ha pouezusoc'h eget hini Kentañ emgann Bull Run (First Manassas) bet stourmet d'an 21 a viz Gouhere 1861 er memes lec'h e voe Eil emgann Bull Run.

Goude ur valeadeg nerzhus a-gostez eus an Union Army, ar major jeneral kengevreet Thomas J. "Stonewall" Jackson en devoa aloubet lec'h pourveziñ unanet Manassas Junction. Tapet fall e oa nerzhioù Pope rak damdroc'het e oa al linennoù-eskemm gant Washington, D.C. Kilet en devoa un nebeud kilometroù war-du ar biz ; Jackson en devoa lakaet e lu war zifenn gant difennerezhioù kreñv en Stony Ridge. Goude-se en devoa gortozet e erruje beg lu Lee renet gant ar major jeneral James Longstreet.
D'an 28 a viz Eost 1862, Jackson en devoa taget ur golonennad soudarded eus an Union Army en ti-feurm Brawner e reter Gainesville evit degas selloù Pope war an tu-se eus an dachenn-emgann ; tizhet e voe ar pal, zoken pa ne voe ket riñset ar golonenn. Er memes devezh, Longstreet a oa deuet a-benn da dremen dreist linenn fin difenn an Union Army e-kerzh Emgann Thoroughfare Gap hag a gendalc'he gant e hent evit tizhout an dachenn-emgann.

Un trec'h peurglok e voe evit Lu Stadoù Kengevreet Amerika : an Unaniezh he devoa kollet 14 462 a soudarded (lazhet, gloazet, prizoniet pe steuziet), ar re gengevreet 7 298.