James Longstreet

Eus Wikipedia
James Longstreet
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
AllegianceStadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJames Longstreet Kemmañ
Anv-bihanJames Kemmañ
Anv-familhLongstreet Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gen 1821 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEdgefield County Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gen 1904 Kemmañ
Lec'h ar marvGainesville Kemmañ
Lec'h douaridigezhAlta Vista Cemetery Kemmañ
TadJames Longstreet Kemmañ
MammMary Anne Dent Kemmañ
PriedHelen Dortch Longstreet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherdiplomat, milour Kemmañ
KargUnited States Ambassador to Turkey, kannadour Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Military Academy, Academy of Richmond County Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
Grad milourelletanant jeneral Kemmañ
BrezelBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Korf an armeUnited States Army, Lu Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Diellaouet gantStuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library, Louis Round Wilson Library Kemmañ
James Longstreet en e lifre eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika.

James Longstreet, ganet d'an 8 a viz Genver 1821 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Genver 1904, a oa unan eus jeneraled brudetañ Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet. Bez e voe isurzhier diazez ar Jeneral Robert E. Lee, a rae anezhañ "Old War Horse."

Servijet en devoa evel penn ur c'horfad brezel dindan urzhioù Lee e-pad darn eus an emgannoù stourmet gant an Army of Northern Virginia war tachenn reter ar brezel. Servijet en devoa ivez dindan urzhioù ar jeneral Braxton Bragg en Army of Tennessee war talbenn kornôg ar brezel.

Delwenn enoriñ James Longstreet.

Skrivagnerien buhez Longstreet kement hag an istorour Jeffry D. Wert a embann diwar-benn an ofisour, "[He] was the finest corps commander in the Army of Northern Virginia; in fact, he was arguably the best corps commander in the conflict on either side."

Longstreet e-pad Emgann Gettysburg.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel, Longstreet gant e familh a ya da vevañ da New Orleans, ur gêr gant e-leizh a ez-jeneraled kengevreet. Dont a ra da vezañ unan eus pennoù un embregerezh kotoñs ha prezidant an embregerezh nevez-savet Great Southern and Western Fire, Marine and Accident Insurance Company. Klask a raio da vat bezañ lakaet e penn ar Mobile and Ohio Railroad, met en aner. C'hwitañ a raio ivez da sachañ posterien arc'hant evit e vennozh da sevel un hent-houarn etre New Orleans ha Monterrey, e Mec'hiko.

E 1870, e voe lakaet e penn an aozadur nevez New Orleans and Northeastern Railroad. Er memes bloavezh e c'houlenn ma vefe pardonet gant ar Prezidant Andrew Johnson, gant asant e gamalad kozh Ulysses S. Grant. Johnson a nac'h, displegañ a raio da Longstreet pa gejont un deiz :

« "There are three persons of the South who can never receive amnesty: Mr. Davis, General Lee, and yourself. You have given the Union cause too much trouble."


En desped d'an enebiezh-se e voe rentet dezhañ e wirioù keodedour gant Kendalc'h ar Stadoù Unanet e miz Even 1868.