Robert E. Lee

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Robert Lee)
Mont da : merdeiñ, klask
Robert E. Lee
Robert E. Lee
General Robert E. Lee Ebrel 1865
Anv badez Robert Edward Lee
Lesanvioù Bobby Lee (biken dirazhañ)

Uncle Robert
Granny Lee the King of Spades
Marse Robert
the Old Man
the Marble Man

Deiziad ganedigezh 19 a viz Genver 1807
Aet da anaon 12 a viz Here 1870 (63 bloaz) Lexington, Virginia
Lec'h ganedigezh Stratford Hall, Virginia
Bro Star-Spangled Banner flag.svg Stadoù Unanet Amerika
Sujidigezh Flag of the Confederate States of America (1863-1865).svg Stadoù Kengevreet Amerika
Skourr Battle flag of the Confederate States of America.svg Lu Stadoù Kengevreet Amerika
Micherioù Kelenner

Soudard

Renk Koronal (US Army)

Jeneral (lu Stadoù Kengevreet Amerika)

bloavezhioù servij soudard 1829-1861 (US Army)

1861-1865 (lu Stadoù Kengevreet Amerika)

Emgannioù brezelioù pennañ Brezel Amerikan-meksikan

Taol Dreist Harpers Ferry
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Sinadur Robert E Lee Signature.svg

Robert Edward Lee ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1807 e Stratford Hall hag aet da anaon d'an 12 a viz Here 1870 e Lexington a oa unan a jeneraled Stadoù Kengevreet Amerika. Bez e oa e penn Lu Virginia an Hanternoz e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, ha gwelet eo c’hoazh hiriv an deiz evel unan eus gwellañ jeneraled a zo bet ar Stadoù-Unanet .

Bet diplomet e Westpoint, e oa bet ofisour da vare ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (er bloavezhioù 1840). Dre ma oa chomet mestr war an dachenn-emgann e eil emgann Bull Run (1862), e Fredericksburg (1862), e Chancellorsville (1863),… , ha daoust ma voe bet trec’het en emgann Gettysburg (1863), e voe anvet da bennjeneral armeoù ar C'hengevread e dibenn ar brezel. Dav e voe dezhañ avat en em zaskoriñ war-lerc’h bout bet trec’het en emgann Appomattox e 1865.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert Edward Lee a oa bet ganet e Stratford Hall Plantation er Westmoreland County, e Virginia. An tad a oa ar Major jeneral Henry Lee III (Light Horse Harry) (1756–1818), Gouarnour Virginia, ar vamm a oa eil gwreg ar jeneral, Anne Hill Carter (1773–1829). Deiziad ar ganedigezh a vez lakaet d'an 19 a viz Genver 1807. En gwirionez hervez an istorourez Elizabeth Brown Pryor, "Lee's writings indicate he may have been born the previous year." (Skridoù Lee a lak war-raok e vefe bet ganet bloaz a-raok).

Unan eus hendadoù Lee a oa, Henry Lee I, unan eus trevadennerien pennañ Virgini a orin Saoz.

Dezrevell emgannoù Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da heul e vo kavet un dezrevell eus an emgannoù a welas ar jeneral Lee e-penn nerzhioù ar Su engouestlet:[1]

Emgann Deiziad Disoc'h Enebour Nerzhioù ar C'hengevread Nerzhioù an Union Army Kolloù ar C'hengevread Kolloù an Unaniezh Notennoù
Cheat Mountain Gwengolo 11–13, 1861 Koll Reynolds 5,000 3,000 ~90 88 Kentañ emgann Lee e-pad ar Brezel diabarzh. Burutellet kreñv, Lee a voe lesanvet "Granny Lee" (Lee kozh). Lee a voe kaset goude-se d'ober war-dro ar sevel difennoù kêrioù.[2]
Seven Days Even 25 – Gouhere 1, 1862 Trec'h
  • Oak Grove: Draw (Unaniezh terc'het)
  • Beaver Dam Creek: Trech an Union Army
  • Gaine's Mill: Trec'h Kengevreet
  • Savage's Station: Etre
  • Glendale: Etre (Unaniezh terc'het)
  • Malvern Hill: Trec'h an Unaniezh
McClellan 95,000 91,000 20,614 15,849 Lee a voe en em dennet mat, chomet e oa e-penn an nerzhioù d'ar Su e-pad ar brezel dindan sujidigezh Jefferson Davis. Nerzhioù an Union Army a oa chomet e traoñ al ledenez hag e Fortress Monroe, a zeuas da vezañ lost al linenn tren dindan zouar, met ivez al lec'h evit ma c'hellfe terc'hout ar sklaved, biken ne zistroas ar sklaved erruet eno d'o perc'hennerien.
Eil Manassas Eost 28–30, 1862 Trec'h Pope 49,000 76,000 9,197 16,054 Nerzhioù an Unaniezh a gendalc'has gant krabanata Norzh Virginia
South Mountain Gwengolo 14, 1862 Koll McClellan 18,000 28,000 2,685 1,813 An nerzhioù kengevreet a goll douaroù kornôg Virginia a zaio da sevel West Virginia.
Antietam Gwengolo 16–18, 1862 Koll McClellan 52,000 75,000 13,724 12,410 Ar re Kengevreet a c'hwit ur chañs bras da vezañ anzavet gant broioù estren, Lincoln a gendalc'h gant bountañ war mennad dieubidigezh ar sklaved.
Fredericksburg Kerzu 11, 1862 Trec'h Burnside 72,000 114,000 5,309 12,653 Nerzhioù lu Lee a zo berr war an niver a soudarded hag an dafariñ, ar re Kengevreet a chom en o plas e su Rappahannock. Nerzhioù an Unaniezh na gillont ket eus Norzh Virginia.
Chancellorsville Mae 1, 1863 Trec'h Hooker 57,000 105,000 12,764 16,792 Nerzhioù an Unaniezh a gil evit kemer perzh e difennerezh Washington, DC.
Gettysburg Gouhere 1, 1863 Koll Meade 75,000 83,000 23,231
–28,063
23,049 Ar re Kengevreet a voe trec'het da geñver milourel met ivez speredel. Meade a voe burutellet dre ma oa chomet hep redek a-dreñv nerzhioù Lee. An emgann-se a voe brudet evel penn-kentañ fin ar C'hengevread.[3] Lee would never personally invade the North again after this battle. Rather he was determined to defend Richmond and eventually Petersburg at all costs.
Wilderness Mae 5, 1864 Etre Grant 61,000 102,000 11,400 18,400 Trec'h kadoniezh Lee, Grant a gendalc'has gant e dagadenn, o enkelc'hiañ reter ha su o vont war-raok war-zu Richmond ha Petersburg
Spotsylvania Mae 12, 1864 Etre[4] Grant 52,000 100,000 12,000 18,000 Ne oa ket deuet a-benn Grant da drec'hiñ an difennerezh kevredet, kenderc'hel a ra memestra gant e dagadenn. War-zu Richmond ha Petersburg e kendalc'h.
Cold Harbor Even 1, 1864 Trec'h Grant 62,000 108,000 2,500 12,000 Grant a c'hell kenderc'hel gant e dagadenn, en desped da-se, Grant a lar eus ar Cold Harbor assault gant ar gerioù "greatest regret" eus ar brezel diabarzh en e skrid-buhez.
Fussell's Mill Eost 14, 1864 Trec'h Hancock 20,000 28,000 1,700 2,901 Lu an Unaniezh a glask terriñ difennerezh kevredet Richmond, kêrbenn ar Stadoù Kengevreet
Appomattox Campaign Meurzh 29, 1865 Koll peurglok Grant 50,000 113,000 Mamenn ebet 10,780 Ar jeneral Robert E. Lee a zaskor e nerzhioù da re ar jeneral Ulysses S. Grant.[5] Goude ma vefe kodianet nerzhioù Lee da Grant hennezh a ro pourvezhioù dreist-holl boued da soudarded ar Su a oa o vervel gant an naon hag ar c'hleñvedoù. Goude-se e voe tennet o armoù dezho ha laosket da vont dieub en eskemm d'ul le a zifenne dezho da dagañ nerzhioù an Unaniezh hiviziken.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas ar mare da zivizout peur ha penaos kodianañ, ar jeneral Lee a ziskler d'e ofiserien ez eo laouen e vefe roet lam d'ar sklavelezh er Su hag e vo gwelloc'h evit dazont ar vro.

E blantadenn e Arlington a vo krabanataet memestra gant soudardard an norzh hag an douaroù a vezo aozet a-benn degemer ur bered soudard (Bered broadel Arlington).

War-lerc’h ar brezel e voe anvet da brezidant skol-veur Washington.

Ar jeneral Robert E. Lee da vare Brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet
Robert E. Lee e-pad emgann Fredericksburg

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Civil War Casualties Battle Statistics and Commanders. Americancivilwar.com. Kavet d'an October 15, 2010.
  2. Battle of Cheat Mountain. Civilwar.bluegrass.net. Kavet d'an October 15, 2010.
  3. Gettysburg Battle American Civil War July 1863. Americancivilwar.com. Kavet d'an October 15, 2010.
  4. McFeely, William S. (1981). Grant: A Biography. New York : Norton. 169 p. ISBN 978-0-393-01372-6. 
  5. Appomattox Courthouse Robert E. Lee surrenders to Ulysses S. Grant. Americancivilwar.com. Kavet d'an October 15, 2010.