George G. Meade
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Spagn |
| Lealded | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | George |
| Anv-familh | Meade |
| Deiziad ganedigezh | 31 Kerzu 1815 |
| Lec'h ganedigezh | Cádiz |
| Deiziad ar marv | 6 Du 1872 |
| Lec'h ar marv | Philadelphia |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
| Lec'h douaridigezh | Laurel Hill Cemetery |
| Tad | Richard Worsam Meade I |
| Mamm | Margaret Coats Butler Meade |
| Breur pe c'hoar | Richard Worsam Meade II |
| Pried | Margaretta Meade |
| Bugel | George Meade, Sarah Wise Meade |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | milour, ijinour |
| Bet war ar studi e | Akademiezh vilourel Stadoù-Unanet Amerika |
| Deroù ar prantad labour | 1835 |
| Grad milourel | brigadier general |
| Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Seminole Wars, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, emgann Gettysburg |
| Skour lu | Lu an Unvaniezh, United States Army |
| Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
| Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, American Philosophical Society |

George Gordon Meade lesanvet « Old Snapping Turtle », ganet d'an 31 a viz Kerzu 1815 e Cádiz, Bro-Spagn ha marvet d'ar 6 a viz Du 1872 e Philadelphia, Pennsylvania, a oa un ijinour hag un ofiser uhel en arme an SUA. Stourmet en devoa gant enor en Eil Brezel Seminole hag er Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa jeneral en Arme an Unvaniezh, tremenet eus ar renk a gomandant ur vrigadenn da benn uhelañ Lu ar Potomac. Brudet-bras e voe pa drec'has lu ar jeneral Robert E. Lee e-pad Emgann Gettysburg e 1863.

Oberezhioù stourm Meade e-pad ar Brezel diabarzh a grogas pa oa penn ur vrigadenn e-pad Brezeliadenn al Ledenez hag Emgannoù ar Seizh Deiz, e-touezh anezho Emgann Glendale, eno e voe gloazet don. Evel penn divizion, e voe mailh evel ofiser e-pad Emgann South Mountain nebeut amzer e voe penn uhel ur c'horfad e-pad Emgann Antietam. E divizion a voe an hini en em dennas ar gwellañ e-pad an argadennoù en Emgann Fredericksburg.
E-pad Brezeliadenn Gettysburg, e voe lakaet e-penn Lu ar Potomac dres tri devezh a-raok ma grogfe Emgann Gettysburg (1añ-3 a viz Gouhere 1863). En desped d'an amzer berr e oa deuet a-benn da adurzhiañ e nerzhioù-stourm evit derc'hel e-tal tagadennoù lu Robert E. Lee. An trec'h-se a voe louzet gant burutellerien dre ma ne voe ket taget an nerzhioù kengevreet o terc'hout. Ouzhpenn da-se ne voe ket eus un trec'h anat e-pad emgannoù fin ar bloavezh 1863. Meade a oa taget gant ofiserien an Unaniezh a felle dezho kaout kargoù politikel evel Daniel Sickles.