Army of the Potomac

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Army of the Potomac a oa nerzh kreñvañ an Union Army war talbenn reter Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Krouet e oa bet e miz Gouhere 1861 dres goude emgann drastus Bull Run ha divodet e miz Mae 1865 goude kodianidigezh an nerzh kengevreet Army of Northern Virginia e miz Ebrel.

Pennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brigadier General Irvin McDowell: Komandant an Army ha Departamant biz Virginia (27 a viz Mae 1861 - 25 a viz Gouhere 1861)
  • Major General George B. McClellan: Penn divizion milourel ar Potomac, ha goude-se, an Army ha Departamant ar Potomac (26 a viz Gouhere 1861 - 9 a viz Du 1862)
  • Major General Ambrose E. Burnside: Penn an Army of the Potomac (9 a viz Du 1862 - 26 a viz Genver 1863)
  • Major General Joseph Hooker: Penn an Army ha Departamant ar Potomac (26 a viz Genver - 28 a viz Even 1863)
  • Major General George G. Meade: Penn an Army of the Potomac (28 a viz Even 1863 - 28 a viz Even 1865)

Major General John G. Parke a voe penn al lu pa voe ezveziant Meade peder gwech

Lt. Gen. Ulysses S. Grant, Penn holl luioù an Unaniezh, e lec'h penn a oa gant an Army of the Potomac ha rener Meade e oa etre Mae 1864 hag Ebrel 1865, memes ma chome Meade e penn an Army of the Potomac.

Kiladenn an Army of the Potomac goude Emgann Gaines's Mill. Amañ e vez gwelet mat ar 16th New York Volunteer Infantry Regiment, gant togoù plouz