George B. McClellan
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Lealded | an Unvaniezh |
| Anv e yezh-vamm an den | George Brinton McClellan |
| Anv ganedigezh | George Brinton McClellan |
| Anv-bihan | George, Brinton |
| Anv-familh | McClellan |
| Deiziad ganedigezh | 3 Kerzu 1826 |
| Lec'h ganedigezh | Philadelphia |
| Deiziad ar marv | 29 Here 1885 |
| Lec'h ar marv | Orange |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | myocardial infarction |
| Lec'h douaridigezh | Riverview Cemetery |
| Tad | George McClellan |
| Mamm | Elizabeth Brinton |
| Pried | Ellen Marcy McClellan |
| Bugel | George B. McClellan Jr. |
| Kar | Samuel McClellan |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Karg | Governor of New Jersey |
| Bet war ar studi e | Akademiezh vilourel Stadoù-Unanet Amerika |
| Floruit | 1904 |
| Deroù ar prantad labour | 1846 |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1864 United States presidential election |
| Relijion pe kredenn | Presbyterianism |
| Grad milourel | major jeneral |
| Commander of (DEPRECATED) | Lu ar Potomac |
| Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet |
| Skour lu | Lu an Unvaniezh, United States Army |
| Oberenn heverk | McClellan saddle |
| Oberennoù zo en dastumad | National Museum Paleis het Loo |
| Deskrivet en URL | https://www.biografiasyvidas.com/biografia/m/mcclellam.htm |
| Deskrivet dre | Major General George B. McClellan |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
| National Governors Association biography URL | https://www.nga.org/governor/george-brinton-mcclellan/ |

George Brinton McClellan ganet d'an 3 a viz Kerzu 1826 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Here 1885 a oa un ijinour trevour, ur patron hentoù-houarn, ur politkour hag ur soudard stadunanat. Skoliataet e West Point, McClellan a servijas gant enor e-pad Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, goude-se e yeas da labourat evit an hentoù-houarn betek ma voe tarzhet Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
E-penn kentañ ar brezel, McClellan a oa bet lakaet d'ar renk a major jeneral. Un harp a-bouez e voe evit sevel ul lu gourdonet hag aozet mat evit an Unvaniezh. Al lu-se a zeuio da vezañ hini ar Potomac (Army of the Potomac). Servijet en devoe e-pad un amzer berr (Du 1861 betek Meurzh 1862) evel ofiser penn da lu an Unaniezh. Gant ma oa George B. McClellan den ar munudoù da geñver e rakaozadurioù ha gourdoniñ eus un tu, eus un tu all e oa neuze un den a zisplije dezhañ kaout pres warnañ. Pa oa lakaet e-tal dezhañ un enebour bliv e oa stanket da geñver spered, dreist-holl pa oa e-pad un emgann. Boaz e oa da uhelaat a galz an niver a enebourien en doa e-tal dezhañ, displijet bras e oa gant ar gadoniezh gant korfadoù lu bras. Alies e laoske ul lod bras eus e unvezhioù soudard hep kemer perzh en emgann, dreist-holl pa oa mareoù devoudus a c'houlenne kemer riskloù.
