Emgann Fredericksburg

Eus Wikipedia
Carl Röchling, The Battle of Fredericksburg, gwagennoù soudard an Union Army o tagañ en aner.

Emgann Fredericksburg (saozneg: Battle of Fredericksburg) a voe stourmet etre an an 11 hag ar 15 a viz Kerzu 1862, e-kichen Fredericksburg, e Virginia, war talbenn reter Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An emgann stourmet etre Lu an Unaniezh (Army of the Potomac) renet gant ar Major Jeneral Ambrose Burnside ha Lu Stadoù Kengevreet Amerika renet gant ar Jeneral Robert E. Lee. Un dagadenn didalvoud e oa bet gant an Union Army pa oa bet taget war-eeun ar soudarded kengevreet ha kuzhet mat d'an 13 a viz Kerzu. An difennerien a oa war douaroù uhel hag a-dreñv ar gêr. Chomet eo an emgann-se unan eus ar re gant un tu o c'hounit anat war an hini all. Kolloù an Unvaniezh a oa bet teir gwech uheloc'h evit re ar re gengevreet.

Un arvester eus an dachenn emgann en devoa kemennet d'ar prezidant stadunanat Abraham Lincoln e oa evel ur "butchery."