Emgann Gettysburg
| Emgann Gettysburg | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika | |||||||
An emgann taolennet gant Thure de Thulstrup (1887). Gwelet a raer soudarded ar jeneral Hancock o talañ ouzh argadenn Pickett. | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| George G. Meade | Robert E. Lee | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| 93.921 | 71.655 | ||||||
| Kolloù | |||||||
| 3.155 den lazhet 14.531 den gloazet 5.369 den prizoniet pe aet diwar-wel | 4.708 den lazhet 12.693 den gloazet 5.830 den prizoniet pe aet diwar-wel | ||||||

Emgann Gettysburg (saozneg : The Battle of Gettysburg) a oa bet un emgann etre ar 1añ hag an 3 a viz Gouhere 1863, tro-dro hag e kêr Gettysburg (Pennsylvania), etre nerzhioù lu an Unvaniezh hag ar re Gengevreet, e brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An emgann gwadushañ e voe da geñver an niver a golloù er brezel a-bezh. Alies e vez lakaet war-raok evel an hini pouezusañ er brezel, a roas an trec'h d'an Norzh. Lu ar Potomac, hini ar major jeneral George G. Meade, a drec'has hini ar jeneral kengevreet Robert E. Lee, anvet Army of Northern Virginia. Roet e oa bet lamm da c'hoantoù Lee da aloubiñ tiriadoù an Norzh.

Nerzhioù engouestlet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unaniezh/Norzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Pennoù uhelañ lu an (Army of the Potomac) |
|---|
|
Arme ar Potomac, da gentañ dindan urzhioù ar Major Jeneral Joseph Hooker (Major Jeneral George G. Meade a gemeras plas Hooker e-penn al lu d'an 28 a viz Even), brasoc'h evit 100,000 soudard renket hervez ar rannoù-se:[1]
- I Corps, Penn ar Maj. Jen. John F. Reynolds, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn James S. Wadsworth, John C. Robinson, hag ar Maj. Jen. Abner Doubleday.
- II Corps, e-penn ar Maj. Jen. Winfield Scott Hancock, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn John C. Caldwell, John Gibbon, hag Alexander Hays.
- III Corps, Penn ar Maj. Jen. Daniel Sickles, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn David B. Birney hag ar Maj. Jen. Andrew A. Humphreys.
- V Corps, Penn ar Maj. Jen. George Sykes (George G. Meade betek an 28 a viz Even), gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn James Barnes, Romeyn B. Ayres, ha Samuel W. Crawford.
- VI Corps, Penn ar Maj. Jen. John Sedgwick, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Horatio G. Wright, Brig. Jen. Albion P. Howe, ha Maj. Jen. John Newton.
- XI Corps, Penn ar Maj. Jen. Oliver Otis Howard, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Francis C. Barlow, Jeneral Brigadenn Adolph von Steinwehr, hag ar Major Jeneral Carl Schurz.
- XII Corps, Penn ar Maj. Jen. Henry W. Slocum, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Alpheus S. Williams ha John W. Geary.
- Cavalry Corps, Penn ar Maj. Jen. Alfred Pleasonton, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn John Buford, David McM. Gregg, ha H. Judson Kilpatrick.
- Adarmead kanolierezh, e-penn ar Jeneral Brigadenn Robert O. Tyler. (an ofiser penn evit ar c'hanolierezh e Gettysburg a oa ar Jeneral Brigadenn Brig. Jen. Henry J. Hunt, penn kanolierezh Meade.)
War an hent war-zu Gettysburg, ar Major Jeneral Reynolds a oa penn tu kleiz al lu, ar penn pellañ war-raok gant ar Irst, IIIrd, ha XIth Corps[2]. Unvezioù all an Unaniezh (ha ne oant ket en Arme ar Potomac) a gemere perzh e Kampagn Gettysburg, met ne gemerjont ket perzh en emgann Gettysburg. E-touez ar re-se e oa adkavet lodennoù eus ar IV Corps, ar bezennoù ha soudarded stad eus an Department of the Susquehanna, gwarnizonoù lies, gant ul lod anezho en Harpers Ferry.
Kengevreet/Su
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Pennoù uhelañ lu an (Army of Northern Virginia) |
|---|
|
Goude marv trumm al letanant Jeneral Thomas J. "Stonewall" Jackson goude Chancellorsville, Lee a adurzhias e arme Norzh Virginia (75 000 soudard), eus daou gorfad troadegiezh da dri.[3]
- First Corps, penn al letanant Jeneral James Longstreet, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Lafayette McLaws, George Pickett, ha John Bell Hood.
- Second Corps, Penn al Lt. Jen. Richard S. Ewell, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Jubal A. Early, Edward "Allegheny" Johnson, ha Robert E. Rodes.
- Third Corps, Penn al Lt. Jen. A.P. Hill, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Richard H. Anderson, Henry Heth, ha W. Dorsey Pender.
- Divizionoù marc'hegiezh, Penn Maj. Jen. J.E.B. Stuart, gant birgadennoù dindan urzhioù ar Jeneraled bridadennoù Wade Hampton, Fitzhugh Lee, Beverly H. Robertson, Albert G. Jenkins, William E. "Grumble" Jones, John D. Imboden, hag ar c'horonal John R. Chambliss.
Kolloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An daou lu o devoa kollet etre 46 000 hag 51 000 soudard, tostik-tost d'un drederenn eus an nerzhioù engouestlet : 28% eus arme ar Potomac ha 37% eus arme Norzh Virginia. Kolloù an Unaniezh a oa bet 23 055 (3155 lazhet, 14 531 gloazet, 5369 prizoniet pe steuziet). Evit ar re Gengevreet eo diasuroc'h gouzout ar sifroù. Meur a skiantour en deus istimet e oa bet kollet 28 000 soudard. Hervez labour nevesoc'h Busey ha Martin (2005), Regimental Strengths and Losses at Gettysburg, e vez embannet 23 231 (4708 lazhet, 12693 gloazet, 5830 prizoniet pe steuziet). A-vras un drederenn eus ofiserien uheld Lee a oa bet lazhet, gloazet, pe prizoniet. En holl, kolloù ar c'hampagn brezel evit an daou du a oa 57 225 den.
Ouzhpenn bezañ an emgann marvusañ eus ar brezel diabarzh, emgann Gettysburg a welas ivez an niver uhelañ a jeneraled lazhet en ur stourm. Ar re Gengevreet o devoa kollet ar jeneraled Paul Jones Semmes, William Barksdale, William Dorsey Pender, Richard Garnett, ha Lewis Armistead, gant J. Johnston Pettigrew e-pad ar giladenn goude an emganne. E kostez an Unaniezh e oa bet kollet ar jeneraled John Reynolds, Samuel K. Zook, Stephen H. Weed, ha Elon J. Farnsworth, gant Strong Vincent ivez, a oa bet gloazet marvus hag enoret goude e varv evel jeneral brigadenn.