J.E.B. Stuart

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
James Ewell Brown Stuart e-pad ar Brezel diabarzh

James Ewell Brown Stuart, lesanvet Jeb, Beauty, Knight of the Golden Spurs, ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1833 hag aet da Anaon d'an 12 a viz Mae 1864, a oa un ofisour en United States Army eus Stad Virginia, deuet e oa da vezañ ur jeneral kengevreet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Graet e veze "Jeb" anezhañ gant e gamaladed, dre lizherennoù kentañ e anv. Stuart a oa ur c'homandant er varc'hegiezh ; brudet e oa evit bezañ mestr an ergerzhadennoù milourel. Mestr e oa ivez gant implij ar varc'hegiezh gant un doare tagus evit reiñ harp a-raok hag e-pad an emgannoù bras.

Armoù J. E. B. Stuart

Plijet e oa gant sevel ur skeudenn marc'heger (kasketenn griz gant ul linenn ruz, gouriz melen, pluennoù ouzh an tog, bleunioù ruz ouzh e unwisk, ha four-kologn evit ar c'hwezh-vat), met sirius e oa en e garg ar pezh a lakas anezhañ da vezañ lagad ha divskouarn ar jeneral kengevreet Robert E. Lee. Ur skouer e oa deuet da vezañ evit soudarded ar Su: ur soudard ampart, un den bourc'hiz (gwisket cheuc'h, seven, gant deskamant) betek beg e ivinoù. Klasket en devoa e-pad e holl vuhez soudard bezañ marc'heg ar Su, kadour ampart met gant truez evit e enebourien trec'het.

Tro-dro da J.E.B Stuart[kemmañ | kemmañ ar vammenn]