Lewis Armistead

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lewis A. Armistead poltrijet e-pad ar brezel diabarzh stadunanat.
Mein koun da Armistead war tachenn emgann Gettysburg. Ar voger a-dreñv a oa linennoù difenn an Unaniezh.

Lewis Addison Armistead, ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1817 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Gouhere 1863, a on un ofiser en United States Army, deuet da vezañ jeneral brigadenn e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

D'an 3 a viz Gouhere 1863 e kemeras perzh er Pickett's Charge e-kerzh Emgann Gettysburg. Armistead a oa e penn e vrigadenn ha deuet e oa a-benn da dizhout al lec'h pellañ e-kerzh an argadenn drastus. Ar poent-se a vez graet High-water Mark of the Confederacy anezhañ hiziv-an-deiz. Trec'het e oa bet e soudarded gant an Union Army avat. Gloazet e oa bet ha prizoniet gant soudarded an Unaniezh. Mervel a reas en un ospital brezel daou zevezh war-lerc'h.

Brudet eo bet e frazenn « Follow me boys! Give 'em the cold steel, boys ! » (Deuit da'm heul, paotred ! Roit dezho an dir yen, paotred !").