Mont d’an endalc’had

Kerc'hadenn John Brown war Harpers Ferry

Eus Wikipedia
kerc'hadenn John Brown war Harpers Ferry
emsavadeg sklaved, Skraperezh mac'hiaded
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadHarpers Ferry Kemmañ
Lec'hHarpers Ferry Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°19′23″N 77°43′49″W Kemmañ
Deiziad1859 Kemmañ
Deiziad kregiñ16 Her 1859 Kemmañ
Deiziad echuiñ18 Her 1859 Kemmañ
PerzhiadJohn Brown, Robert Lee, Israel Greene, J. E. B. Stuart Kemmañ
Map

Kerc'hadenn John Brown war Harpers Ferry (saozneg: John Brown's raid on Harpers Ferry) a oa bet ur striv gant ar stourmer enep-sklaverezh John Brown, eus ar 16 betek an 18 a viz Here 1859. Ar pal a oa lakaat da emsevel sklaved stadoù Su Stadoù-Unanet Amerika en ur aloubiñ arsanailh Harpers Ferry, Virginia (abaoe 1863, West Virginia). Graet e vez eus an darvoud-se un taol-arnod pe rakc'hoari skrijus da Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 

Bagad Brown a oa savet gant 22 den, hag a oa bet trec'het gant ur gompagnunezh U.S. Marines, renet gant ar C'hentañ Letanant Israel Greene. Dek argadour a oa bet lazhet e-kerzh ar gerc'hadenn, seizh a voe barnet ha kondaonet d'ar marv goude-se, ha pemp anezho a oa tec'het. Meur a zen a oa bet o kemer perzh en darvoud a voe adkavet er brezel diabarzh : ar C'horonal Robert E. Lee a oa penn-bras an oberiadur savet evit adkemer an arsanailh. Stonewall Jackson ha Jeb Stuart a oa e-touez ar soudarded oc'h evezhiañ an argadourien ur wech harzet dreist-holl Brown, ha John Wilkes Booth a oa bet arvester eus lazhadenn Brown. John Brown en doa goulennet gant Harriet Tubman ha Frederick Douglass, an daou anezho o devoa kejet gantañ pa oa bet o treiñ a-enep ar sklavezlezh hag evit dieubidigezh ar sklaved e Springfield, Massachusetts, sikour evit ar gerc'hadenn. Tubman n'en doa ket gellet dont rak klañv e oa ha Douglass en devoa nac'het, soñjal a rae dezhañ e oa ur wir emlazhadenn eus plan Brown.

Ar gerc'hadenn a oa bet heuliet gant kazetennoù ar vro ha gant ar pellskriver tredan nevez. Kazetennerien a oa er c'hentañ tren o loc'hañ evit tizhout Harpers Ferry goude ma vije bet eus keloù an dagadenn, da beder eur goude merenn, d'al lun 17 a viz Here. En tren e oa bezen Maryland, ha parket e voe an tren ur wech erruet e kostez Maryland pont Harpers Ferry, nepell (4,8 km) e reter kêr (kêriadennig Sandy Hook, Maryland). Dre ma ne oa ket keloù ofisiel da gas pe da zegemer, ar pellskriver a voe implijet evit eskemm gant an tren o tont, dre ma oa liammet gant orjal ouzh ar rouedad, ar c'heloù a oa: "given up to reporters", who "are in force strong as military". D'ar meurzh vintin e oa bet kempennet al linenn bellskiver, hag e oa tu eskemm gant kelaouennerien eus an New York Times "ha kelaouennoù a bell all" [1]

Kerc'hadenn John Brown a oa bet mammenn dudi bras kement hag ur barrad aon dre Stadoù-Unanet Amerika, gant ar Su o welet kement-mañ evel ur gourdrouz war ar sklaverezh hag o doare bevañ, ha lod en Norzh a wele an darvoud evel un taol brav a-berzh an enep-sklaverien. Da gentañ e oa bet gwelet gant an darn eus an dud evel follentez pe obererezh strizhkredourien. Gerioù ha lizhiri Brown goude ar gerc'hadenn hag e-pad ar varnadenn – Virginia v. John Brown – o doa sikouret e harperien, betek Henry David Thoreau, en doa lakaet Brown da haroz hag ikonenn an Unvaniezh.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. and other distant papers