Lost Cause of the Confederacy
Rann eus | culture of the Southern United States, neo-Confederate ![]() |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Danvez pennañ | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, sklavelezh e Stadoù-Unanet Amerika, Stadoù Kengevreet Amerika, an Unvaniezh ![]() |
Implijet gant | United Daughters of the Confederacy ![]() |

Lost Cause of the Confederacy pe Lost Cause a vez graet eus un hollad kredennoù pe obererezhioù a oa gant an dud wenn eus Su ar Stadoù Unanet e fin an XIXvet ha penn-kentañ an XXvet kantved evit meuliñ stourm ar Su e-pad ar brezel diabarzh er vro. Ar c'hredennoù-se a zeskrive stourm ar C'hengevread evel unan kalonek hag harozel en desped d'ar mank a spi en trec'h ha da vezañ kollet ar brezel.
Al Lost Cause a zo un doare meulgan d'ar su a-raok ar brezel, ma kinniger ar brezel diabarzh evel ur stourm enorus da zifenn doareoù-bevañ ar su. Lakaet e vez a-gostez pe bihanaet roll diazez ar sklaverezh er gevredigezh a-raok ar brezel. Dre ma ne veze ket kontet an doare-se da welet an traoù en norzh, ul lodenn eus ar selloù-se a erruas memestra etrezek istor ofisiel ar brezel hag a roas harp d'an adunvaniñ etre an Amerikaned wenn goude ar brezel diabarzh drastus.
Lost Cause er monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un delwenn arem o taolenniñ un ahel gant ur c'hleze hag ur skourr palmez e Sam Houston Park. Savet e oa bet e 1908 gant an United Daughters of the Confederacy. Ur blakenn a zo skrivet warni "D'an holl harozed eus ar Su a stourmas evit pennaennoù gwirioù o Stadoù."
-
Delwenn enoriñ soudarded Monroe County
-
Bez J.E.B. Stuart gant bannieloù ar Su
-
1865, diskouezadeg monumant Bull Run
-
Ar Southern Cross of Honor eus an United Daughters of the Confederacy war ur monumant