George Washington Custis Lee

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
George Washington Custis Lee tro 1897
G.W.C. Lee e-pad ar Brezel diabarzh (marteze 1865).

George Washington Custis Lee, ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1832 ha marvet d'an 18 a viz C'hwevrer 1913, anvet ivez Custis Lee, a oa mab henañ ar Jeneral Robert E. Lee ha Mary Anna Custis Lee.

George Washington Custis Lee (1832–1913), unan eus mibien ar jeneral Lee war varc'h e-tal monumant Jefferson Davis e Richmond (Virginia), d'an 3 a viz Even 1907

E dad-kozh George Washington Custis a oa mab advabet George Washington. Bez e voe ur jeneral kengevreet e-pad ar Brezel diabarzh. Da gentañ e voe aide-de-camp ar prezidant Jefferson Davis, goude-se e kemeras plas e dad evel prezidant ar Washington and Lee University e Lexington (Virginia).

Goude ar brezel diabarzh e voe un harp anat d'al Lost Cause of the Confederacy.