Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika

Eus Wikipedia

Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg:President of the Confederate States of America) a oa titl an den dilennet e penn Stadoù Kengevreet Amerika. Ar prezidant, ouzhpenn bezañ penn ar Stad, a oa ivez penn ar brezel evit an droadegiezh, ar morlu, ha penn an holl vezenoù aozet en Stadoù ar c'hengevread.

Eil mellad bonreizh ar Stadoù Kengevreet a roe ar galloud seveniñ d'ar prezidant. Ar galloud seveniñ a oa kement hini seveniñ al lezennoù, choaz piv a oa e-penn sevenrien al Lezenn, an diplomaterezh, an ofiserien justis pe pleustr d'al lezenn, ar galloud da grouiñ pe sinañ emglevioù gant galloudoù estren gant sikour hag aotre ar sened. Hervez ar c'henarroud e oa ivez karg nemetañ an distaolioù justis, ha gellout a rae ivez bodañ pe divodañ div gambr ar c'hongress.

Ar prezidant a oa dilennet dret un doare ameeun gant ar bobl dre hanterouriez an Electoral College evit ur c'hannad a 6 vloaz. Bez e oa an eil ofiser kengevreet da vezañ dilennet gant hollad ar boblañs, an hini all o vezañ besprezidant ar Stadoù Kengevreet. D'an 18 a viz C'hwevrer 1861, Jefferson Davis a oa bet dilennet da prezidant ar gouarnamant da c'hortoz. D'an 22 a viz C'hwevrer 1862, e voe dilennet da prezidant ar gouarnamant dibad chomet e oa d'ar post-se betek bezañ harzet gant soudarded marc'hegiezh an United States Cavalry e 1865.

Paper votiñ eus Virginia evit dilennadegoù ar 6 a viz Du 1861

Listenn prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Prezidant Stad Padelezh ar garg Strollad politikel Term Karg a-raok besprezidant
1 President-Jefferson-Davis.jpg    Jefferson Davis
06/03/1808 – 06/12/1889
(81 vloaz)
Mississippi 18 C'hwevrer 1861


10 Mae 1865
dizalc'h 1
(1861)
U.S. Senator from Mississippi
(1857–1861)
Alexander H. Stephens