Mont d’an endalc’had

Prezidant Republik

Eus Wikipedia

Ur Prezidant zo Penn Stad ur vro, gantañ ur furm republikan a c'houarnamant.

An anvadur a c'hell argemmañ hervez ar broioù : alies kenañ eo ar ger “prezidant” azasaet hervez ar yezhoù (saozneg: President, galleg, Président, alamaneg: Präsident... Uachtarán en iwerzhoneg avat). Resisaet e c'hall an traoù bezañ, evel en Alamagn ma'z eo ur "Prezidant kevreadel (Bundespräsident). Hogen, Penn ar Stad zo dilennet en degouezhioù liesañ :

  • pe dre vouezhiañ eeun hag hollek (gant hollad an dilennerion) evit ur prantad hag a bad etre pevar ha seizh vloaz,
  • pe dre vouezhiañ ameeun,
    • dre ar Parlamant pe dre unan eus e gambroù (Frañs, eus 1871 da 1954),
    • dre ur c'hengor dilennel a c'hell bout ezholet dre vouezhiañ eeun (Stadoù-Unanet) pe ameeun (Frañs, e 1958 : kengor a 80 000 « dilenner bras » dre vras, aozet a zileuridi, a senedourion, a guzulierion veur hag a izili ar bodadegoù tiriadel tramor, maered ha derc'houezourion pe dileuridi dilennet dre guzulioù dinazel).

Pennadoù liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezidanted ha pennoù stad all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]