Mont d’an endalc’had

J.E.B. Stuart

Eus Wikipedia
(Adkaset eus J. E. B. Stuart)
James Ewell Brown Stuart da vare ar Brezel diabarzh

James Ewell Brown Stuart, lesanvet Jeb, Beauty pe Knight of the Golden Spurs, ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1833 hag aet da Anaon d'an 12 a viz Mae 1864, a oa un ofisour en United States Army. Eus Stad Virginia e oa, ha deuet e oa da vezañ ur jeneral kengevreet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Graet e veze "Jeb" anezhañ gant e gamaladed, dre lizherennoù kentañ e anv. Stuart a oa ur c'homandant er marc'hegerezh ; brudet e oa evit bezañ ur mailh war an ergerzhadennoù milourel. Mestr e oa ivez war implij ar marc'hegiezh gant un doare tagus evit reiñ harp a-raok hag e-pad an emgannoù bras.

Armoù J. E. B. Stuart

Plijet e oa o sevel dezhañ e-unanur skeudenn marc'heger (kasketenn c'hriz gant ul linenn ruz, gouriz melen, pluennoù ouzh an tog, bleunioù ruz ouzh e unwisk, ha four-kologn evit ar c'hwezh-vat), met sirius e oa en e labour, ar pezh a lakas anezhañ da vezañ daoulagad ha divskouarn ar jeneral kengevreet Robert E. Lee. Ur skouer e oa deuet da vezañ evit soudarded ar Su : ur soudard ampart, ur bourc'hiz (gwisket cheuc'h, seven, gant deskamant) penn-kil-ha-troad. Klasket en devoa e-pad e vuhez soudard bezañ marc'heg ar Su, kadour ampart met gant truez evit e enebourien drec'het.

Tro-dro da J.E.B Stuart

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]