Fort Sumter

Eus Wikipedia
Fort Sumter e 2009

Fort Sumter zo ur c'hreñvlec'h war aod South Carolina, e-kichen porzh Charleston. Brudet e oa bet evit an daou emgann a voe eno e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Bez e oa unan eus ar c'hreñvlec'hioù ispisial bet savet goude brezel 1812, gant mogerioù uhel ha mañsonerezh ponner. al labourioù a oa bet kroget e 1829, met a oa diechu e 1860, pa guitaas South Carolina an Unaniezh.

Kentañ emgann Fort Sumter a voe kroget d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa voe tennet gant kanolioù Stadoù Kengevreet Amerika war gwarnizon an Union Army. An tennoù-se a oa bet ar re gentañ er Brezel diabarzh, hag a gendalc'has an devezh-pad. Kalz trevourien a arvestas ar vombezadeg. Ar c'hreñvlec'h a godianas d'an 13 hag a voe dilaosket d'ar 14.

Plan ar Fort Sumter

Hiziv-an-deiz, Fort Sumter a zo digor d'ar weladennerien, hag anvet eo Fort Sumter National Monument. Troiadoù gweladenniñ a vez kinniget gant an National Park Service.