Adsevel istorel

Eus Wikipedia

Adsevel istorel a vez graet eus an obererezh diskouez ur prantad istorel pe un darvoud resis pe c'hoazh un doare bevañ aet da get.
Implijet e vez dafar istorel ar fealañ ar gwellañ d'an hini a veze implijet : dilhad, armoù, boued hag all.

Meur a zoare adsevel istorel a zo hiziv an deiz, ar re vilourel o vezañ ar re vrudetañ.

Awenoù d'an adsevel istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Baleadeg Katyński Marsz e 2014

Darvoudoù politikel a c'hell bezañ mammenn d'an adsevel istorel. Katyński Marsz, da skouer, a zo un adsevel istorel eus lazhadeg Katyn, gant ur pal enepkomunour hag enep Rusia.

Dorn ur gouarnamant a gaver peurliesañ a-dreñv an adsevel istorel mennet gant ar politikerezh, a-wechoù e c'hell bezañ un doare da stourm a-enep ur galloud a zo staliet.

Istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsevel istorel eus Emgann Tewkesbury, ul lodenn eus Brezel an Div Rozenn
David Cale – The History Man

Lod tud a zo fier eus istor o bro, evit eskemm gant ar brasañ niver e vez implijet neuze an adsevel istorel a-benn brudañ un darvoud hag ul lec'h.

Adsevel istorel dre vro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded Rusia gwisket evel re al Lu Ruz hag o tibunañ e 2018.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevez a-walc'h eo an adsevel istorel er Frañs, ganet eo un tregont bennak a vloavezhioù zo met un taol lañs bras a zo bet abaoe 2006/2007 nemetken.

Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsevel istorel, Lu Stadoù Kengevreet Amerika ouzh ar stourm

Bev-buhezek eo an adsevel istorel er Stadoù-Unanet ; div vammenn bennañ a zo :

Kevread Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hini an Eil Brezel-bed eo ar mare adsavet ar muiañ e Rusia.