Mont d’an endalc’had

Argadenn John Brown war Harpers Ferry

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Emgann Harpers Ferry.
argadenn John Brown war Harpers Ferry
emsavadeg sklaved, Skraperezh mac'hiaded
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadHarpers Ferry Kemmañ
Lec'hHarpers Ferry Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°19′23″N 77°43′49″W Kemmañ
Deiziad1859 Kemmañ
Deiziad kregiñ16 Her 1859 Kemmañ
Deiziad echuiñ18 Her 1859 Kemmañ
PerzhiadJohn Brown, Robert Lee, Israel Greene, J. E. B. Stuart Kemmañ
Map

Argadenn John Brown war Harpers Ferry (saozneg : John Brown's raid on Harpers Ferry) a voe un argadenn gant ar stourmer enep-sklaverezh John Brown, eus ar 16 betek an 18 a viz Here 1859. E bal e oa lakaat ar sklaved d'en em sevel e stadoù Su Stadoù-Unanet Amerika, en ur aloubiñ arsanailh Harpers Ferry. An darvoud-se a vez gwelet evel un taol-arnod pe emgann kentañ brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 

Bagad Brown a oa ennañ 22 den, hag a voe trec'het gant ur gompagnunezh U.S. Marines, renet gant ar C'hentañ Letanant Israel Greene. Dek argadour a oa bet lazhet e-kerzh an argadenn, seizh a voe barnet ha kondaonet d'ar marv goude-se, ha pemp anezho a oa deuet a-benn da dec'hel. Meur a zen hag o doa kemeret perzh en argad a voe adkavet e darvoudoù ar brezel diabarzh : ar C'horonal Robert E. Lee a oa penn-bras an oberiadur savet evit adkemer an arsanailh. Stonewall Jackson ha Jeb Stuart a oa e-touez ar soudarded oc'h evezhiañ Brown ur wech harzet, ha John Wilkes Booth a oa bet arvester eus lazhadenn Brown. John Brown en doa goulennet sikour evit an argadenn gant Harriet Tubman ha Frederick Douglass, en devoa kejet ganto o-daou pa oa bet o treiñ a-enep ar sklaverezh hag evit dieubidigezh ar sklaved pa oa e Springfield (Massachusetts). Tubman n'en doa ket gellet dont rak klañv e oa ha Douglass en devoa nac'het. Soñjal a rae dezhañ e oa raktres Brown un emlazhadenn.

An argadenn a voe heuliet gant kazetennoù ar vro ha gant ar pellskriver tredan nevez. Kazetennerien a oa er c'hentañ tren o vont da Harpers Ferry goude ma vije bet keloù eus an dagadenn, da beder eur goude merenn, d'al lun 17 a viz Here. En tren e oa bezen Maryland, ha parket e voe an tren ur wech erruet, e tu Maryland da bont Harpers Ferry, nepell (4,8 km) er reter da gêr Harpers Ferry (e kêriadennig Sandy Hook).

Argadenn John Brown he doa sachet evezh ha spontet ur bern tud dre ar Stadoù-Unanet a-bezh, gant stadoù ar Su o welet kement-se evel un dagadenn a-enep ar sklaverezh hag o doare bevañ, ha lod en Norzh o welet an darvoud evel un taol brav a-berzh an enep-sklaverien. Da gentañ e voe gwelet gant darn eus an dud evel follentez pe evel un ober gant strizhkredourien. Gerioù ha lizhiri Brown goude an argadenn hag e-pad ar varnadenn – Virginia v. John Brown – o doa sikouret e harperien, betek Henry David Thoreau, en doa lakaet Brown da haroz ha da ikonenn eus an Unvaniezh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]