Harpers Ferry Armory
An Harpers Ferry Armory (saozneg : arsanailh Harpers Ferry), en ur mod ofisiel United States Armory and Arsenal at Harpers Ferry, a oa un arsanailh-Stad stadunanat e-lech ma voe produet ha renket armoù adalek 1802 ha betek 1861, pa voe preizhet ha distrujet gant an nerzhioù kengevreet. An eil arsanailh stadunanat brasañ e oa e hanterenn gentañ an XIXvet kantved goude hini Springfield (Massachusetts). Brudet eo evit an dagadenn kaset warnañ gant John Brown, un den a oa savet a-enep ar sklaverezh, e miz Here 1859. An darvoud a zo gwelet evel emgann kentañ brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1799 e voe kroget da sevel an arsanailh, war tachennoù bet prenet tri bloaz a-raok e Harpers Ferry, a oa d'ar poent-se e Virginia (West Virginia hiziv-an-deiz). Lec'hiet e oa war ul ledenez. En norzh e rede ar stêr Potomac, hag er su ar Shenandoah. George Washington eo a roas an urzh da sevel an arsanailh eno, pa felle dezhañ e chomje ar Stadoù-Unanet emren war produiñ an armoù-tan[1]. Betek-neuze e veze prenet kalz armoù en Europa. Tri bloaz war-lerc'h, e 1802, e voe produet an armoù hiniennel kentañ gant ar 25 den a laboure eno : mouskedoù, fuzuilhoù, ha pistolennoù adalek 1805. E 1810 e veze produet tro 10.000 arm eno bep bloaz[2]. Savet e oant evit pourveziañ stadoù su ha kreiz ar vro, pa oa pourveziet stadoù an norzh gant arsanailh Springfield[1]. Ur c'hanol hag un hent-houarn a dremenas dre Harpers Ferry adalek ar bloavezhioù 1830, ha sikour a rejont an arsanailh da ziorren.
E 1844 e voe divizet sevel seizh atalier nevez ha staliañ 121 mekanik war al lec'h evit kreskiñ produerezh an arsanailh. Ledanaet e voe ar ganol a dreuze al lec'h evit uhelaat ar galloud degaset gant an dour, a oa ezhomm anezhañ evit lakaat ar mekanikoù da vont en-dro. E 1859 e laboure tro 400 den evit an Harpers Ferry Armory. Er bloavezh-se e voe taget gant John Brown hag un ugent den bennak, gante ar c'hoant da lakaat ar sklaved du d'en em sevel a-enep ar sklaverezh e stadoù ar Su[2]. C'hwitañ a rejont war o zaol, met a-raok bezañ lazhet pe prizoniet e esaejont lakaat tan e savadurioù an arsanailh. Mouget e voe gant an implijidi ha ne reas ket distruj bras an darvoud.
Brezel diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 17 a viz Ebrel 1861 e tisklêrias stad Virginia e tispartie diouzh ar Stadoù-Unanet. Diouzhtu e teuas an arsanailh da vezañ ur pal evit ar milisoù. D'an 18 a viz Ebrel e voe difennet al lec'h gant al letanant Roger Jones, e penn ur bagad hanter-kant soudard eus an US Army. Trec'het e voent gant 360 ezel eus ar milisoù deuet da aloubiñ al lec'h[2]. Un nebeud sizhunioù goude, e deroù miz Even, en em gavas an nerzhioù kengevreet e Harpers Ferry. Preizhet e voe mekanikoù hag ostilhoù an arsanailh, ha kaset e voent da gentañ da Winchester (Virginia). Servijout a rejont da ziazez industriezh armoù ar Su e-pad ar brezel : ar mekanikoù d'ober mouskedoù a voe staliet goude e atalieroù e Richmond (Virginia), a oa kêr-benn ar Stadoù Kengevreet, hag ar re d'ober fuzuilhoù e Fayetteville (North Carolina), e-lec'h ma servijjont da fardañ karabinennoù-mousked Fayetteville[1]. E dibenn miz Even e tistroas ur rejimant da zistruj penn-da-benn savadurioù an arsanailh. Ne chomas ket kalz anezhe war o sav, nemet reoù evel ti ar gward, lesanvet ar John Brown Fort, pa oa chomet bac'het an emsavidi eno da vare darvoudoù 1859[2]. Ar savadurioù a chome a oa bet goulloet penn-da-benn, arrebeuri hag all. Ar braz eus an implijidi, gante skiant-prenet ha barregezhioù uhel, a gavas labour e lec'h all. Dont a reas Harpers Ferry da vezañ un no man's land e 1862[1]. Diwezhatoc'h e voe kaset emgannoù eno, abalamour e oa ul lec'h stragegel a-fed geografiezh.
E dibenn ar brezel diabarzh e 1865 e teuas en-dro un tregont labourer bennak war al lec'h evit klask adlañsañ ar stal. Dresañ a rejont armoù evit an arme dreist-holl. E 1866 e tivizas ar gouarnamant gwerzhañ an dafar a chome ha tachennoù an arsanailh, na voe ket adsavet da vat goude an emgannoù[1].
Armoù produet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mouskedoù dre gailhastr Model 1795 Harpers Ferry
- Fuzuilhoù dre gailhastr Model 1803
- Pistolennoù dre gailhastr Model 1805
- Mouskedoù dre gailhastr Model 1816
- Mouskedoù kanolierezh dre gailhastr
- Fuzuilhoù ha karabinennoù Hall
- Fuzuilhoù dre skeiñ Model 1841
- Mouskedoù dre skeiñ Model 1842
- Fuzuilh-vousked dre skeiñ Model 1855
- Fuzuilhoù dre skeiñ Model 1855
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) SMITH Merritt Roe, Harpers Ferry Armory and the New Technology: The Challenge of Change, Cornell University Press, 1980, 364 p., ISBN 9780801491818