Union Navy

Eus Wikipedia

An Union Navy a oa anv an United States Navy (USN) e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Enebet e oa ouzh C'honfederate States Navy (CSN). Da ziwall a zo rak implijet e vez an anv Union Navy a-wechoù evit ar bigi-brezel a oa war ar stêrioù, tra ma oa ar re-se dindan urzhioù ha sujidigezh an United States Army, anvet Union Army, e-pad ar brezel diabarzh.

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù Kengevreet Amerika a wele soudarded an Unaniezh evel tud a-du gant dieubidigezh ar sklaved. Graet e veze abolitionists anezho. An U.S. Navy o vezañ ul lod eus lu an Unaniezh a oa lesanvet an "Abolition fleet" hag an tirlu (U.S. Army) a veze graet an "Abolition forces" anezhi.

Kefridioù diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kefridioù diazez an USN a oa:

Ar Plan Anaconda, blokus an Union Navy war ar Stadoù Kengevreet
  1. Derc'hel ar blokus war porzhioù ar Su o talañ ouzh an holl bigi "torrer blokus". Ar blokus a oa bet kemenet gant ar prezidant Abraham Lincoln adal an 19 a viz Ebrel 1861 hag a voe kendalc'het betek fin ar brezel diabarzh.
  2. Talañ en emgann bigi-brezel ar CSN.
  3. Degas ar brezel betek an douaroù a oa dibosubl da dizhout gant an Union Army, met a veze tu tizhout dre ar mor.
  4. Harpañ an Union Army o tegas un harp-tan kement hag un dezougen bliv ha sikour ar c'helaouiñ brezel war ar stêrioù.

Penn-kentañ ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe kroget ar brezel diabarzh e oa truezus stad an Union Navy: 42 bag "prest d'ar stourm". 48 all degemeret hag enrolet evel prest d'ar servij adal ar mare ma vefe bourzhidi a-walc'h gourdonet. Un nebeut-tre anezho a oa prest en gwirionez dreist-holl da geñver an implij a vefe ezhomm anezho. Darn ar bigi-se a oa reoù trevour, evit ul lod anezho e oant kozh betek-re, unan anezho (USS Michigan) a oa war al lenn Lake Erie ha ne c'helle ket bezañ fiñvet betek ar mor.

Ardamezioù renk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozadur renkoù ofiserien an Union Navy
Amiral Besamiral Rear admiral Commodore Kabiten Urzhier Letanant
Urzhier
Letanant Mestr Asagn