Confederate States Navy
An Navy of the Confederate States pe Confederate States Navy (CSN) a oa morlu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Savet e oa bet dre urzh ar C'hongress kengevreet d'an 21 a viz C'hwevrer 1861. Kefridi pennañ ar CSN a oa talañ ouzh nerzhioù morlu an Unaniezh, an Union Navy.
Kefridioù diazez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kefridioù diazez ar CSN a oa:
- Difenn porzhioù ar Stadoù Kengevreet eus tagadennoù an Union Navy.
- Tagañ bigi kenwerzh an Unaniezh evit ma vefe kollet arc'hant e-leizh gant o enebourien
- Toullañ ar blokus savet gant an Union Navy a-enep ar Stadoù Kengevreet
- Difenn ar Blockade runners. Ar bigi Kengevreet a doulle ar blokus pe evit ar c'henwerzh pe evit mont da dagañ bigi kenwerzh an Unaniezh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Stadoù Kengevreet Amerika n'o devoa ket an nerzh greantel hag a oa hini an Unaniezh. Biken ne voe tu gant ar CSN da vezañ ken niverus ha galloudus evit an Union Navy. An doare a oa bet kavet evit keveziñ memestra e enebour daonet a voe an ijinadennoù evel ar bigi hobregonet, al listri-spluj, bigi sonner, pe c'hoazh minennoù-vor (anvet torpilenn d'ar mare-se). En desped d'ar mennozhioù ha d'ar gadoniezhoù nevez, morlu ar stadoù Kengevreet ne c'helle ket kemer harp war un nerzh greantel ken kreñv evit na oa hini an Unvaniezh. Ouzhpenn-se tremen a rae atav a-dreñv ezhommoù Lu Stadoù Kengevreet Amerika.
Penn-kentañ ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz C'hwevrer 1861 ar morlu Kengevreet he devoa 30 lestr-brezel, 14 anezho nemetken a c'helle mont war-vor. An Union Navy he devoa tro 90 lestr (un toullad anezho hep bourzhidi gourdonet pe kozh). Ar C. S. Navy en devoe bet d'an uhelañ 101 lestr evit talañ ouzh re niverusoc'h morlu an Unaniezh. Stephen Mallory evel Sekretour Departamant an Navy Kengevreet a reas e seizh gwellañ evit kaout ur strategiezh tagus a-enep an Unvaniezh.
Al listri hobregonet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stephen Russell Mallory e-penn ar CSN a vountas kreñv war ar sevel bigi hobregonet a vefe bet an arm a sikourfe ar morlu kengevreet da vezañ trec'h pe d'an nebeutañ da dalañ gant efedusted an Union Navy kalz galloudusoc'h. Evitañ ar Su a ranke sevel nebeut bigi met kalz kreñvoc'h pep hini anezho evit re an Norzh.
Hervez e c'herioù:
"The perfection of a warship would doubtless be a combination of the greatest known ocean speed with the greatest known floating battery and power of resistance."
Ar morlu Kengevreet a voe kroget gant ar sevel bigi hobregonet gant ar soñj-se, da gaout an arm marvus. Ar gudenn a voe an Norzh a voe kroget ivez gant ar sevel bigi hobregonet ar pezh a lakas ar mroluioù enebet da vezañ kevatal adarre.
Ardamezioù renk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ardamezioù | Amiral | Kabiten | Urzhier | Letanant | Mestr | Passed Midshipman |
Midshipman |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Mañch | |||||||
Skoazwisk | |||||||
Kasketennoù |
Bannieloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Banniel ar CSN 1861-1863
-
Banniel ar CSN 1863-1865
-
Skoed ardamez ar CSN 1863-1865