USS Monitor

Eus Wikipedia
Adsevel dre urzhiataer ar Monitor
Emgann Hampton Roads d'an 9 a viz Meurzh 1862, eus un tu an USS Monitor, eus an tu all ar CSS Virginia.

An USS Monitor a oa ur vag-brezel hobregonet dre aezhenn. Savet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, bez e voe ar c'hentañ lestr-hobregonet brezel lakaet e servij an Union Navy. Ar Monitor a oa bet brudet mat dre bezañ ar vag pennañ e-pad emgann Hampton Roads d'an 9 a viz Meurzh 1862. Dindan urzhioù al letanant John Worden, e stourmas a-enep al lestr-hobregonet kengevreet CSS Virginia (savet a-ziwar relegennoù an USS Merrimack). Ar c'hentañ emgann e voe etre bigi-hobregonet.

Tresoù nevez ar vag, gant un douribell hedro savet gant an ijinour stadunanat Theodore Timby, a voe adkemeret hag a voe diaz d'an holl bigi-brezel doare monitor.