William Tecumseh Sherman

Eus Wikipedia
William Tecumseh Sherman
The Peacemakers (1868)
George P. A. Healy, c. 1868
War an tu kleiz emañ Sherman

William Tecumseh Sherman (Lancaster, Ohio,8 a viz C'hwevrer 1820New York, 14 a viz C'hwevrer 1891) a oa un ofisour, un nevidour, ur c'helenner hag ur skrivagner stadunanat.

Servijet en doa evel jeneral en Union Army e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (186165). Anzavet e oa bet d'ar mare-se e oa mailh war ar strategiezhoù milourel kement evit e spered didruez a-enep ar Su. Evit trec'hiñ ne oa ket direnket Sherman gant distrujañ douaroù ha frammadurioù Stadoù Kengevreet Amerika. Tamallet ez eus bet dezhañ implij strategiezh an "douar devet".

Hervez an istorour milourel saoz B. H. Liddell Hart, William Tecumseh Sherman a oa the first modern general, "ar c'hentañ jeneral arnevez". Brudet e oa evel un den a gave mat an alkol, hogen n'eo ket sklaer daoust ha mezvier e oa.

Brudet eo bet ar frazenn-se gant Sherman: There is many a boy here today who looks on war as all glory, but, boys, it is all hell. Soñjet e oa gant an dud e plije dezhañ ar brezel, e oa ur marc'h-brezel anezhañ, met a-benn ar fin e oa heuget gant an distrujoù hag ar marvioù.