Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022
Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2022 a vo e miz Ebrel 2022 evit dilenn prezidant ar Republik c'hall evit pemp bloaz dre ar votadeg unanv gant div dro.
Daouzekvet dilennadeg ar prezidant eo er Pempvet Republik c'hall. D'an 10 a viz Ebrel 2022 e oa an dro gentañ, hag aozet a vo an eil tro etre an daou zen erruet da gentañ d'ar 24 a viz Ebrel 2022. Goude an dilennadeg-se e vo aozet dilennadegoù ar gannaded e miz Even.
A-raok an dilennadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emmanuel Macron (LREM) eo ar prezidant kimiader, mont a ra war ar renk evit un eil leuriadur, hervez m’eo aotreet gant ar Vonreizh. Daouzek den zo war ar renk.
Tro gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
35 923 727 den o deus votet diwar 48 747 876 (26,31% a zo chomet hep votiñ)[1].
Anv | Strollad politikel | Luc’hskeudenn | Titouroù | Disoc’h[1] | ||
---|---|---|---|---|---|---|
mouezhioù | % enskrivet | % eztaolet | ||||
Emmanuel Macron | La République En Marche ! | ![]() |
Prezidant ar Republik c’hall abaoe 2017 | 9 784 985 | 20,07 | 27,85 |
Marine Le Pen | Rassemblement National | ![]() |
Diazezerez ar Rassemblement National. Aet d’an eil tro e dilennadeg 2017. | 8 135 456 | 16,69 | 23,15 |
Jean-Luc Mélenchon | La France insoumise | Diazezer La France insoumise. | 7 714 574 | 15,83 | 21,95 | |
Éric Zemmour | Reconquête | ![]() |
Diazezer Reconquête. | 2 485 757 | 5,10 | 7,07 |
Valérie Pécresse | Ar Republikaned | ![]() |
Prezidantez rannvro Enez-Frañs | 1 679 359 | 3,44 | 4,78 |
Yannick Jadot | Europa Ekologiezh Ar Re C'hlas | ![]() |
Dilezet en doa an dilennadeg e 2017 da skoazellañ Benoît Hamon | 1 628 249 | 3,34 | 4,63 |
Jean Lassalle | Résistons | ![]() |
Diazezer Résistons | 1 101 643 | 2,26 | 3,13 |
Fabien Roussel | Strollad Komunour Gall | ![]() |
Sekretour broadel ar Strollad Komunour Gall | 802 588 | 1,65 | 2,28 |
Nicolas Dupont-Aignan | Debout la France | ![]() |
Diazezer Debout la France. Dibabet evel kentañ ministr gant Marine Le Pen e 2017 goude an dro gentañ. | 725 305 | 1,49 | 2,06 |
Anne Hidalgo | Strollad sokialour | ![]() |
Maerez Pariz | 616 614 | 1,26 | 1,75 |
Philippe Poutou | Strollad nevez enepkevalaour | ![]() |
Aet a oa 1,09% eus ar mouezhioù gantañ e 2017 | 268 965 | 0,55 | 0,77 |
Nathalie Arthaud | Stourm Micherour | ![]() |
Mouezh aotreet Stourm Micherour | 197 141 | 0,40 | 0,56 |
Eil tro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Addilennet a voe Emmanuel Macron (58,54% eus ar mouezhioù eztaolet) a-enep Marine Le Pen (41,46% eus ar mouezhioù eztaolet)[1]. 28,01% eus an dud a zo chomet hep votiñ.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Élection présidentielle 2022. Ministrerezh an Diabarzh (Ebrel 2022).