Mont d’an endalc’had

Reconquête!

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Reconquête)
Reconquête
strollad politikel
Tachenn obererezhioùactivities of political organizations Kemmañ
Deiziad krouiñ5 Kzu 2021, 30 Ebr 2021 Kemmañ
Anv ofisielRECONQUETE Kemmañ
Anv er yezh a orinReconquête ! Kemmañ
Tachenn labourstrollad politikel Kemmañ
Anvet diwarReconquista Kemmañ
DiazezerÉric Zemmour Kemmañ
PrezidantÉric Zemmour Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusEurope of Sovereign Nations Kemmañ
Luskad politikeltu dehoù pellañ Kemmañ
Furm lezenneldeclared association Kemmañ
Sez sokialPariz Kemmañ
SRGB color hex triplet0B0B66 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.parti-reconquete.fr/ Kemmañ

Reconquête zo ur strollad politikel gall eus an tu dehoù pellañ savet e miz Kerzu 2021 gant Éric Zemmour, da heul diazez Mignoned Éric Zemmour, krouet e miz Ebrel 2021[1].

Dilennadeg prezidant ar Republik 2022

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

7,07 % a yeas da Eric Zemmour e Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022. Echuiñ a reas er pevarvet plas eta.

Dilennadegoù kannaded 2022

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

4,24 % eus ar mouezhioù a yeas da danvez kannaded Reconquête hag e gevredidi e dilennadegoù kannaded 2022. Den ebet anezho ne voe dilennet eta. Trec'het e voe ar prezidant Eric Zemmour e 4e pastell-vro vouezhiañ departamant Var.

Dilennadegoù europat 2024

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listenn Reconquête a yeas 5,47% eus ar mouezhioù ganti e Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall. 5 kannad a voe dilennet e Parlamant Europa eta : Marion Maréchal, Sarah Knafo, Guillaume Peltier, Nicolas Bay ha Laurence Trochu.

D'an 10 a viz Gouere 2024 e yeas Sarah Knafo e-barzh ar strollad europat eus an tu-dehoù pellañ "Europa ar broadoù soveren" (ENS), ken-brezidantet gant René Aust ha Stanisław Tyszka, ha dont a reas da vezañ besprezidantez. Ar pevar eurokannad all, ezlakaet eus Reconquête e miz Even 2024, a yeas e-barzh strollad ar virourien hag ar gempennelourien europat.

Dilennadegoù kannaded 2024

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da nozvezh disorc'hoù an dilennadegoù europat e voe disklêriet gant Emmanuel Macron e vefe dilennadegoù kannaded nevez e deroù miz Gouere. Kinnig a reas Reconquête 330 danvez kannad (diwar 577 pastell-vro). Dastum a rejont 0,75 % eus ar mouezhioù er c'hentañ tro, un disorc'h kalz izeloc'h eget an 3,61 % eus 2022.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Parti Reconquête !. France Info.