Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Emmanuel Macron

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Etrezomp, bravoc'h e vije chom hep marmouzañ troiennoù gallek droch evel "lakaat war raok", nevez erru e brezhoneg abaoe bloaz bennak : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Emmanuel_Macron&diff=prev&oldid=1833105 ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2020 da 12:17 (UTC)[respont]

" Implijet e vez ivez lesanvioù evel «Manu», «Micron», «Macaron». A-wechoù e vez lesanvioù drouk o lakaat war-raok e vefe heñvelreizh evel "la folle de l'Elysée" [1]. " Ne gavan ket na neptu na holloueziadurel an div frasenn-se. N'eus ket ezhomm gouzout ar c'hunujennoù-se. Gallout a reomp chom gant ar frazenn betek "gant e enebourien." marteze. --Arko (kaozeal) 5 Mae 2020 da 14:07 (UTC)[respont]

A-du ganit. Roñfled zo n'o deus arguzenn ebet nemet kunujennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2020 da 17:02 (UTC)[respont]

Demat, roñfled a zo evidon? Ma vez mat da cheñch un droienn, en grit n'eus ket ezhomm tagañ. Evit lesanvioù Macron e oa ur vammenn: https://www.liberation.fr/debats/2018/11/16/manu-micron-macaron-sur-le-web-l-antimacronisme-atteint-les-sommets-de-l-anti-hollandisme_1692251 . Tu 'zo ouzhpennañ ivez https://www.bfmtv.com/politique/pendant-la-campagne-presidentielle-macron-a-collectionne-les-surnoms-1150709.html da skouer

Wiki galleg: L'imitateur Marc-Antoine Le Bret lui prête sa voix. Dans Groland, il est surnommé « Emmanuel Micron » et est interprété par Raphaël Jimenez582 ; les sketchs ironisent sur le cynisme économique et insistent sur l'âge avancé de Brigitte Macron

"En 2019, Damien Saez sort, à l’occasion de l’anniversaire du début du mouvement des Gilets jaunes, la chanson Manu dans l'cul, où il incarne un Gilet jaune s'adressant au président et fait référence au tag Macron on veut ton cul, inscrit sur l'arc de triomphe de l'Étoile le 1er décembre 2018"

Da dennañ eno ivez neuze? A galon --Dishual (kaozeal) 5 Mae 2020 da 19:50 (UTC)[respont]

Ar roñfled , din, a zo tud hag a ra o zaolioù masklet gant un IP. Tennet eo bet ganin al linennoù-se pa gave din e oa emglev war se, met ma vez adlakaet ne lakin ket ma fri en afer ken. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Mae 2020 da 05:18 (UTC)[respont]

ːːDishual, ya ur bern kunujennoù a c'haller kavout diwar e benn, evel pep prezidant pe politiker brudet e gwirionez. Ar pezh zo, ne wellan ket perak emaint war wikipedia. Lennet eo an holloueziadur-mañ gant an dud evit deskiñ traoù diwar-benn hor bed dre vras, kaout boued evit bezañ gouiziekoc'h. Ne welan ket perak e vefe talvoudus evit ar c'houiziegezh gouzout eo bet lesanvet EM "la folle de l'Elysée" gant ur genaoueg bennak, pe Emmanuel Micron gant Groland... --Arko (kaozeal) 6 Mae 2020 da 09:27 (UTC)[respont]

Marteze ma vije bet ur studiadenn bennak war penaos eo bet gwelet Prezidantezh, enni an doare da implijet al lesanvioù-se, petra 'virje ? Met gant mammennoù kentañ hepken n'eo ket trawalc'h marteze evit sevel ur rannbennad. --Lekemok (kaozeal) 6 Mae 2020 da 09:50 (UTC)[respont]