Luskad ar jiletennoù melen
Luskad ar jiletennoù melen[1] — diwar anv ar rokedoù melen a vez gwisket gant ar vanifesterien — zo ul luskad enebadur sokial e Bro-C'hall e diskar-amzer 2018.
Diazez al luskad a oa priz an dour-tan evit an otoioù. En em ledet e oa goude war tachennoù all, liammet ouzh ar galloud prenañ hag an dispriz a vefe gant pennoù politikel hag ekonomikel ar vro e-keñver annezidi ar maezioù ha tro-dro ar c'hêrioù.
An emsav sokial-se, kinniget gant ar mediaioù evel unan emdarzhek ha maez politikel, a zo ledan a-fed goulennoù pe enebadurioù. Aozet eo bet adalek manifestadeg vroadel ar 17 a viz Du 2018 hag ar re a voe goude-se. d'an uhelañ ez eus bet 287 710 den o vanifestiñ asmables devezh ar 17 a viz Du 2018 hervez ministrerezh ar surentez.
Lod broioù estren o deus bet o luskad jiletennoù melen evel: Belgia, Alamagn, Bulgaria, Izelvroioù, Serbia hag Irak
24 a viz Du - 1añ a viz Kerzu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Raktal echuet gant devezh manifestadegoù ar 17 a viz Du, e oa bet embannet galvoù evit manifestiñ e Pariz dre ar rouedadoù sokial. Ur vanifestadeg a zo raksoñjet war an avenue des Champs-Élysées pe place de la Concorde, met ar gouarnamant a nac'h hag a ginnig ar Champ-de-Mars. Degemennerien ar jiletennoù melen a nac'h, harpet gant politikerien. Ar jiletennoù melen a zo bet rannet hervez ar c'hoantoù hag ar strategiezh.
Ur vanifestadeg a zo aozet memestra met gant lod tud feuls a-enep an nerzhioù surentez[2].
10 a viz Kerzu- 16 a viz Kerzu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'al lun 10 a viz Kerzu da eizh eur noz ez eo bet embannet kinnigoù reizhadurioù gant ar prezidant Emmanuel Macron war ar skinwel. En desped da-se 54% eus poblañs Bro-C'hall a soñj ez eo mat kenderc'hel gant ar stourm memestra.
A-enep ar prezidant Macron[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ouzhpenn bezañ ul luskad enebet ouzh an tailhoù uhel dre vras e adkaver tagadennoù lies war pennoù-bras Bro-C'hall ha dreist-holl ar prezidant Emmanuel Macron a vez goapaet pe kunujennet.
Meur a hashtag ha luganioù a zo a-enep ar prezidant[3] gwelet evel "prezidant ar re binvidik", evel:
- « #Macron rend l’pognon ! »
- « Macron démission ! »
Tro-dro d'ar jiletennoù melen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Partisangirl pe Maram Susli eus he anv gwirion a zo en em goulennet dre Twitter daoust hag ar banniel Gwenn-ha-du hejet dihejet gant ar jiletennoù melen ne oa ket bannieloù stadunant gant bombezennoù e-serr steredennoù[4].
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) France Bleu, 22 Du 2018
- ↑ (fr) 20 minutes, 24 Du 2018
- ↑ (fr) Europe 1, 18 Du 2018
- ↑ (fr) 20 minutes, 10 Kerzu 2018